Mont d’an endalc’had

Sceilig Mhichíl : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
liammoù diavaez
Linenn 12: Linenn 12:
{{Commons|Category:Skellig Islands}}
{{Commons|Category:Skellig Islands}}
* [http://www.skelligexperience.com/skellig_michael.html Skellig Michael] (e saozneg)
* [http://www.skelligexperience.com/skellig_michael.html Skellig Michael] (e saozneg)
* [http://whc.unesco.org/pg.cfm?cid=31&id_site=757 UNESCO World Heritage] (e saozneg, galleg, arabeg, sinaeg, rusianeg, spagnoleg)
* [http://ark.cdlib.org/ark:/13030/ft1d5nb0gb/ Levr "The Forgotten Hermitage"] (e saozneg)
* [http://www.360eire.com/360eire/Mumhan/ciarrai/south/iveragh/skelligmhichil/SceiligMhichil.html 360 Skeudennoù eus Sceilig Mhichíl]



{{Glad bedel en Iwerzhon}}
{{Glad bedel en Iwerzhon}}


[[Rummad:Inizi Iwerzhon]]
[[Rummad:Inizi Iwerzhon]]
[[Rummad:Kontelezh Ciarraí]]


[[be:Скеліг-Майкл]]
[[be:Скеліг-Майкл]]

Stumm eus an 11 Mez 2011 da 15:19

Logelloù ar venec'h

Sceilig Mhichíl (en iwerzhoneg), pe Skellig Michael pe c’hoazh Great Skellig (e saozneg) zo unan eus an div enezenn a ya d’ober enezeg Na Scealaga, en Iwerzhon. An hini vrasañ eus an div eo ha sevel a ra betek 230 metr dreist live ar mor.

Emañ Sceilig Mhichíl war-hed 15 km diouzh an douar-bras, er mervent da aod kontelezh Ciarraí. « Karreg Mikael » eo ster anv an enezenn. Didud eo, met e-pad 600 vloaz ez eus bet menec'h o chom enni, en ur manati pintet uhel tost da veg ar garreg. Savet e oa bet ar manati kristen-se er VIIvet kantved. Lakaet eoa bet war roll Glad ar bed gant UNESCO e 1996. Bez’ eo unan eus ar manatioù europat anavezetañ ha diaesañ da ziraez war un dro. En ur stad mat-eston eo chomet, dre m’eo bet dizarempred e-pad pell. Rust ha kalet e oa buhez ar benitiourien, a oa lojet e doare logelloù graet gant mein, anvet « clochán », savet tost d’ar vri.

Derezioù mein serzh a gas eus traoñ ar garreg betek ar manati. Eno ez eus c’hwech logell, daou beniti, 31 bez, ur groaz vaen hag un iliz eus an XIIIvet kantved, gouestlet da sant Mikael. Moarvat ne oa nemet un dousennad menec'h eno, gant un abad.

War-dro an XIIvet kantved moarvat e voe dilezet Sceilig Mhichíl ganto ha mont a rejont d’an douar-bras, da sevel manati Baile an Sceilg eno. Er XVIvet kantved e krogas Sceilig Mhichíl da vezañ darempredet en-dro gant pirc’hirined a zeue di ur wech ar bloaz. En XIXvet kantved e voe savet daou dour-tan war ar garreg. Unan anezho zo bet kempennet abaoe hag a vez implijet c’hoazh, met abaoe ar bloavezhioù 1980 n’eus gward ebet ennañ ken.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.