Gwerc'hded
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar werc'hded (pe gwerc'hted) eo an anv a roer da stad an dud n'o deus ket anavezet c'hoazh an embarañ. Met peogwir n'eo ket termenet strizh adalek pegoulz e paouezer da vezañ gwerc'h e vez lavaret gant lod e paouezer da vout gwerc'h adalek ar c'hentañ ober reizhel.
Ouzhpenn ster korfel ar ger ez eus ivez ur ster relijiel, stag ouzh ar c'hlanded, enebet ouzh al loustoni, loustoni ar pec'hed er relijion gristen.
Un dalvoudegezh en arc'hant he deus gwerc'hded ar merc'hed e lod kevredigezhioù, evel e lod broioù islamek : kenstag eo ar werc'hted, an eured, hag an argouroù.
Dre astenn-ster e c'heller implijout ar ger evit ober anv eus tud pe draoù n'int ket bet louzet.
Gwerc'hted ar c'horf
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gant ar baotred
N'heller ket anataat en un doare korfel gwerc'hded ar baotred. Peurvuiañ e lavarer eus ur paotr ec'h eo gwerc'h keit ha ma n'en deus ket arnodet un darempred reizhel. Dre ma n'eo ket anataet n'eo ket prizet kement ha gwerc'hted ar merc'hed.
- Gant ar merc'hed
Gwerc'hted ar merc'hed zo anataet gant al lienenn-gourzh, pe himen, ar groc'henenn a stank ar forzh, hag a vez drailhet da vare an embarañ kentañ peurvuiañ.
Ar werc'hted er gevredigezh hag er relijion
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meizad ar werc'hted a vez prizet-kenañ e lod metoùioù, kevredigezhel pe relijiel. Hervez o gizioù ec'h eo ret chom gwerc'h betek deiz an eured.
Kement-se a oa gwir en holl sevenadurioù meur, betek ma c'hoarvezas an hilastaliñ, en Europa hag Amerika er bloavezhioù 1960. Chom a ra gwir er bed islamek, er gevredigezh hindou, e kevredigezhioù henvoazel Afrika.
Er gevredigezh ma'z eo disteraet talvoudegezh ar briedelezh avat ne daoler ket pled nemeur eus ar werc'hted.
Menegoù el lennegezh vrezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Demad d'ac'h, berjerenn, mesaëres denved,
N'ouzonn penaoz hallet miret aze 'r gwerc'hted. —
— Ann daou vreur, e Fañch an Uhel (1874) : Gwerziou Breiz Izel, levrenn gentañ, p. 196[1].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- {(en) Laura Carpenter : Virginity Lost: An Intimate Portrait of First Sexual Experiences, New York University Press, 2005 (ISBN 978-0-8147-1653-3)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (br) Lenn en-linenn.