Zeewolde

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Zeewolde
Kumun en Izelvroioù Izelvroioù
Banniel Flag of Zeewolde.svg
Skoed Coat of arms of Zeewolde.svg
Lec’hiadur Zeewolde e proviñs Flevoland hag en Izelvroioù LocatieZeewolde.png
Proviñs Flevoland Flevoland
Kod post 3890-3899
Maer Gerrit Jan Gorter
Gorread 268,97 km²
douar 248,75 km²
dour 20,22 km2
Hed 5° 32' .." Reter
Led 52° 20' .." Norzh
Uhelder .. m
Poblañs 20 901 (31.05.2009)
Piramidenn hervez an oad Bevolkingspiramide 2008 - CBS gemeentecode 0050.svg (01.2009)
Stankter 84 ann./km²
Lec'hienn ar gumun www.zeewolde.nl/

Zeewolde (distagañ [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Flevoland en Izelvroioù. E polder Flevoland emañ, hag e reter emañ lenn Wolderwijd. Er su emañ koad Horsterwold hag un takad labour-douar a zo er c'hornôg. N'eus ti-gar ebet e Zeewolde, met nepell emañ tiez-gar Harderwijk ha Nijkerk hag ivez re Almere.

E koad Hulkesteinse Bos e kaver ar greizenn Flevo-Natuur, ma c'hall an dud bezañ en o noazh.[1]

Istor[kemmañ]

Krouet e voe kumun Zeewolde e 1984, unan eus re nevesañ an Izelvroioù eo neuze. A-raok 1984 e veze meret a lodenn-se eus an Izelvroioù gant Openbaar Lichaam Zuidelijke IJsselmeerpolders (OLZIJ), ur framm bet savet gant gouarnamant an Izelvroioù goude krouidigezh proviñs Flevoland. D'ar mare-se e oa bet dibabet an anv 'Zeewolde' daoust ma ne oueze ket an dud pelec'h e vefe implijet.

Annezidi gentañ a voe dreist-holl labourerien-douar a zeuas d'en em en staliañ er polder bet savet e 1979. Div greizenn-vakañsoù a voe krouet ivez.

Kuzul aliañ Zeewolde a voe bodet evit ar wech kentañ e miz Eost 1980. E miz C'hwevrer 1982 e voe aozet an dilennadegoù-kêr kentañ, ha savet steuñv ar straedoù (streekplan). Soñjet e voe lakaat ar gêr da greskiñ betek degemer 15 000 annezad enni. Al labourioù a grogas e 1983, ha Zeewolde a zeuas da vezañ ur gumun ez-ofisiel e 1984. D'an 23 a viz C'hwevrer 1984 e voe degemeret annezidi gentañ Zeewolde.

Open Haventoren

Kuzul-kêr[kemmañ]

E kuzul-kêr Zeewolde ez eus 17 dileuriad :

Notenn[kemmañ]

  1. Flevo-Natuur

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.