Dronten
| Kumun en |
|
|---|---|
| Banniel | |
| Skoed | |
| Lec’hiadur Dronten e proviñs Flevoland hag en Izelvroioù | |
| Proviñs | |
| Kod post | 8250-8259 |
| Maer | Aat de Jonge (CDA) |
| Gorread | 423,86 km² |
| douar | 334,12 km² |
| dour | 89,74 km2 |
| Hed | 5° 43' .." Reter |
| Led | 52° 31' .." Norzh |
| Uhelder | .. m |
| Poblañs | 39 303 (31.05.2009) |
| Piramidenn hervez an oad | |
| Stankter | 118 ann./km² |
| Lec'hienn ar gumun | www.dronten.nl/ |
Dronten (distagañ [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Flevoland en Izelvroioù. Biddinghuizen, Dronten ha Swifterbant a ya d'ober ar gumun.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
Raktres kentañ kumun Dronten a voe aozet e penn-kentañ ar bloavezhioù 1950 ha raktres kêr Dronten (kalon ar gumun) a voe embannet e 1958. Diazezet e voe kêr Dronten e 1960 ha divizoù a voe a-zivout he ment : raktreset e voe degemer 15 000 annezad d agentañ, ha goude-se betek 30 000 anezho. Anv a oa a vodañ dek kêriadenn tro-dro da Dronten. Met gant ar skiant-prenet bet tapet pa voe savet Noordoostpolder e voe dibabet aozañ ur gumun vihanoc'h, ha neuze e voe savet ar gumun diwar div gêriadenn (Biddinghuizen ha Swifterbant) hag ur gêr vrasoc'h (Dronten).
An anv Dronten a voe dibabet d'ar 1añ a viz Genver 1972.
Kuzul-kêr [kemmañ]
E kuzul-kêr Dronten ez eus 25 dileuriad :
- CDA : 7 dileuriad
- PvdA : 5 dileuriad
- VVD : 4 dileuriad
- SP : 3 dileuriad
- ChristenUnie : 3 dileuriad
- Leefbaar Dronten : 2 zileuriad
- GroenLinks : 1 dileuriad
Transportoù [kemmañ]
A-benn 2012 e vo un ti-gar e Dronten, war an hent-houarn etre Zwolle ha Lelystad. Evit poent ez eo ti-gar Kampen an hini tostañ. Evit ar re a fell dezho mont da Amsterdam pe da Aerborzh Schiphol eo koulz tapout an tren e ti-gar kreiz Lelystad (Lelystad Centrum).
Dudi [kemmañ]
E Biddinghuizen emañ ar park dudi anvet Walibi World.
Liamm diavaez [kemmañ]
|
|||||||||||
| Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |