Yukio Mishima

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Yukio Mishima (三島 由紀夫)
Yukio Mishima
Yukio Mishima e 1956
Anv ofisiel Kimitake Hiraoka (平岡 公威)
Anv pluenn Yukio Mishima
Ganedigezh 14 a viz Genver 1925
e Shinjuku, Tokyo
Marv 25 a viz Du 1970
e Tokyo
Yezh skrivañ japaneg
Rumm lennegel romantoù, pezhioù-c'hoari, filmoù


Yukio Mishima (三島 由紀夫) a oa anv pluenn ar skrivagner japanat Kimitake Hiraoka(平岡 公威) bet ganet d'ar 14 a viz Genver 1925 ha marvet d'ar 25 a viz Du 1970.

E vuhez[kemmañ]

Bugaleaj[kemmañ]

Yukio Mishima e 1931

Mishima a voe ganet en ur familh labourerien-douar. Desavet e voe gant e vamm-gozh anvet Natsu, distag diouzh ar peurrest eus e familh. E vamm-gozh a oueze alamaneg ha galleg, ha dedennet e oa gant ar c'hoariva kabuki. Mevelien a oa bet en e familh, ha liammet e oa ouzh ar samouraied da vare Tokugawa. Tad-kozh Mishima a oa deuet da vezañ pinvidik a-drugarez d'ar c'henwerzh trevadennel. Hervez an dud a skrivas buhezskridoù Mishima e teue eus e vamm-gozh e zudi d'an emlazh ha d'ar greskañs. E vamm-gozeh a viras outañ a c'hoari gant paotred all hag a ober sport. D'e 12 vloaz e tistroas Mishima gant e dud, hag un darempred kreñv en doe gant e vamm. Ganti e voe broudet da skrivañ, padal e kave d'e dad e oa al lennegezh un dra evit ar merc'hed.

Studioù ha skridoù kentañ[kemmañ]

Mishima a skrivas e istor kentañ d'e 12 vloaz. Ouzhpenn lenn lennegezh klasel japan e lennas ivez oberennoù gant Oscar Wilde ha gant Rainer Maria Rilke. Mont a reas da skol Peers, ur skol evit tud eus an dibab e oa, diwar urzh e vamm-gozh. C'hwec'h vloaz e chomas er skol-se, mat teuas da vezañ ezel yaouankañ skipailh embann kevredigezh lennegezh ar skol. Kinniget e voe dezhañ skrivañ ur romant-kazetenn d avezañ embannet er gelaouenn lennegezh Bungei-Bunka (Arz ha Sevenadur). Kinnig a reas an detsenn anvet Hanazakari no Mori (Ar c'hoad en bleuñv) a skrivas gant al lesanv Yukio Mishima. Un nebeud skouerennoù (faziañ a rae paper abalamour d'ar brezel) a voe embannet e 1944. Galvet e voe gant an arme e-pad an Eil Brezel-Bed met lavarout a reas e oa paket gant an droug-skevent (ar pezh a oa faos). Daoust ma oa disammet peogwir ne oa ket bet ret dezhañ mont da vrezeliñ en em santas kablus peogwir en deoa treuzvevet padal en dije gellet mervel evel un haroz. Daoust ma oa difennet gant e dad e kendalc'has gant ar skrivañ. Gant e vamm e oa broudet avat. E-pad ar brezel e oa savet a-du e dad gant an Nazied. Neuze e redias Mishima da studiañ ar gwir alaman. Tapout a reas e ziplom e skol-veur Tokyo e 1947 hag e krogas da labourat e ministrerezh an arc'hant. Dilezel a reas e bost-labour e-pad bloaz, hag en em roas d'ar skrivañ. A-benn ar fin e voe asantet kement-mañ gant e dad. Kejañ a reas ouzh Yasunari Kawabata hag a vroudas anezhañ da glask lakaat embann e skridoù.

Goude ar brezel[kemmañ]

Yukio Mishima ha Shintaro Ishihara e 1956

E 1946 e stagas gant e romant kentañ, anvet Tōzoku, hag a voe embannet e 1948. Goude-se e skrivas Kamen no Kokuhaku (Kofezioù ur maslk) ma kont istor ur paotr yaouank a rank derc'hel kuzh e bleg d'an heñvelreizhelezh. Brudet e teuas da vezañ ha diwar neuze e kasas e amzer o skrivañ romantoù evel Ai no Kawaki (1951), Shiosai (1954), Kinkaku-ji (1956) pe c'hoazh Utage no Ato (1960). Ouzhpenn e skrivas istorioù poblek a-benn treuzvevañ, pezhioù-c'hoari kabuki evit ar strollad Bungaku-za hag ivez danevelloù hag arnodadennoù. Brudet e teuas da vezañ en Europa hag er Stadoù-Unanet. Meur a veaj a reas, ha teir gwech e voe anv e vefe roet priz Nobel al lennegezh dezhañ, met a-benn a r fin e voe roet d'e vignon Yasunari Kawabata. Posupl eo en dije laosket ar priz da gKawabata peowgir e touje outañ peogwir en doa sikouret anezhañ e bed lennegezh Tokyo. Etre 1965 ha 1970 e labouras war e oberenn e peder lodenn anvet Hōjō no Umi (Erc'h an nevezamzer, Kezeg achapet, Templ tarzh-an-deiz, An Ael o tismantriñ).

Buhez prevez[kemmañ]

Goude bezañ lakaet embann Kamen no Kokuhaku e stagas Mishima gant an embregrezh-korf. E 1955 e tapas kaout korf ur sportour hag e pleustras da chom evel-se betek fin e vuhez. . Barrek-tre e teuas da vezañ war a c'hendo. Daremprediñ a reas an tavarnioù evit an dud heñvelreizh. E-pad ur pennad e soñjas dimeziñ gant Shoda Michiko hag a zeuas da vezañ gwreg an impalaer Akihito. E 1958 e timezas gant Yoko Sugiyama ha daou vugel a voe ganet. E 1968 e c'hoarias er film Ar Glazard du, asambles gant e garedig treuzwisket Akihiro Miwa. Er bloavezhioù 1960 ec'h embannas mennozhioù broadelour. E 1967 e voe ezel eus Nerzhioù Emzifenn Japan ha goude-se e savas ur milis prevez anvet Tatenokai (kevredigezh ar skoed), e bal gwareziñ an impalaer. E fin e vuhez e c'hoarias e meur a film hag e reas war-dro ur film diazezet war e zanevell Karantez-vro (憂国, Yūkoku).

Seppuku[kemmañ]

E 1970 ec'h echuas An Ael o tismantriñ. D'ar 25 a viz Du e lakaas ar skrid en ti-post da gas d'e embanner. Goude-se ez eas da vinistrerezh an armeoù asambles gant pevar mignon. Tapout a reas jeneral an nerzhioù emzifenn hag e lakaas anezhañ da c'houestlad. Gervel a reas an arme hag ec'h embannas ur brezegenn ma save a-du gant Japan hengounel hag an impalaer. An 800 soudard bodet a savas a-eneptañ. Da 11 eur vintin ez eas kuit. Diwar an hengoun e tivizas en em lazhañ en doare seppuku. ; unan ag izili Tatenokai, Masakatsu Morita, hag eñ ezel eus Tatenokai a oa sañset dibennañ Mishima, met ne zeuas ket a-benn peogwir e krene re. Neuze ez eo Hiroyasu Koga hag a zibennas Mishima, ha goude-se en em lazhas Morita. Prientet e oa bet an taol gant Mishima e-pad bloaz, hag un darvoud damheñvel en doa meneget en e romant Kezeg achapet. Hervez lod e vije bet an afer-se an digarez en dije kavet Mishima da gas e emlazh da benn[1],[2]. An doare broadelouriezh embannet gant Mishima a zisplijas d'an holl. Tud an tu-kleiz a gave e oa diamzeriet e zoujañs d'ar bushidō, hag ar vroadelourien a rebeche outañ e levr Bunka Bōeiron (文化防衛論 Difenn ar sevenadur), ma skrive en dije ranket Hirohito reiñ e zilez goude ar brezel hag embann e oa kiriek eus holl varvioù ar brezel.

Oberennoù pennañ Mishima[kemmañ]

Titl japanek Titl brezhonek Bloavezh
假面の告白
Kamen no Kokuhaku
Kofezioù ur Maskl 1948
愛の渇き
Ai no Kawaki
Sec'hed karantez 1950
禁色
Kinjiki
Livioù difennet 1953
潮騷
Shiosai
Son ar gwagennoù 1954
金閣寺
Kinkaku-ji
Templ ar pennti aour 1956
鏡子の家
Kyōko no Ie
Ti Kyoko 1959
宴のあと
Utage no Ato
Goude ar banvez 1960
午後の曳航
Gogo no Eikō
Ar Martolod argaset gant ar mor 1963
絹と明察
Kinu to Meisatsu
Seiz ha spiswel 1964
三熊野詣
Mikumano Mōde
(danevell)
Oberioù azeuliñ 1965
サド侯爵夫人
Sado Kōshaku Fujin
(c'hoariva)
An Itron de Sade 1965
憂國
Yūkoku
(danevell)
Karantez-vro 1966
真夏の死
Manatsu no Shi
Ar Marv e-kreiz an hañv hag istorioù all 1966
葉隠入門
Hagakure Nyūmon
Etik ar Samourai 1967
わが友ヒットラー
Waga Tomo Hittorā
(pezh-c'hoari)
Ma mignon Hitler ha pezhioù-c'hoari all 1968
太陽と鐡
Taiyō to Tetsu
Heol ha dir 1970
豐饒の海
Hōjō no Umi
Mor ar struj : 1964 -
1970
  I. 春の雪
  Haru no Yuki
   1. Erc'h an nevez-amzer 1968
  II. 奔馬
  Honba
   2. Kezeg achapet 1969
  III. 曉の寺
  Akatsuki no Tera
   3. Templ tarzh-an-deiz 1970
  IV. 天人五衰
  Tennin Gosui
   4. An Ael o tismantriñ 1970

C'hoariva[kemmañ]

Bloavezh Titl Doare
1950 邯鄲
Kantan
1952 卒塔婆小町
Sotoba Komachi
1954 鰯賣戀曳網
Iwashi Uri Koi Hikiami
Kabuki
1955 綾の鼓
Aya no Tsuzumi
1955 芙蓉露大内実記
Fuyō no Tsuyu Ōuchi Jikki
Kabuki
1956 班女
Hanjo
1956 葵の上
Aoi no Ue
1965 弱法師
Yoroboshi
1969 椿説弓張月
Chinsetsu Yumiharizuki
Kabuki

Filmoù[kemmañ]

Bloavezh Titl Perzh Filmaozer
1951 純白の夜
Jumpaku no Yoru
  Hideo Ōba
1959 不道徳教育講座
Fudōtoku Kyōikukōza
e berzh dezhañ Katsumi Nishikawa
1960 からっ風野郎
Karakkaze Yarō
Takeo Asahina Yasuzo Masumura
1966 憂国
Yūkoku
Shinji Takeyama Domoto Masaki, Yukio Mishima
1968 黒蜥蝪
Kurotokage
Human Statue Kinji Fukasaku
1969 人斬り
Hitokiri
Shimbei Tanaka Hideo Gosha
1985 Mishima: A Life in Four Chapters
  Paul Schrader
Sonerezh gant Philip Glass
The Strange Case of Yukio Mishima
(BBC, teulfilm)
  Michael Macintyre

Notennoù[kemmañ]

  1. p. 282-83, pennad 47 « A Phantasy World: Mishima Yukio » in Shōwa Japan: Political, Economic and Social History, 1926-1989, Volume III, Stephen S. Large, Taylor & Francis, 1998
  2. p. 10-11 in Japan: The Burden of Success, Jean-Marie Bouissou ha Jonathan Derrick, Fondation nationale des sciences politiques (CERI), C. Hurst & Co., 2002

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.
Open book 01.png Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.