Yorgos Seferis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Yorgos Seferis

Yorgos Seferis (Γιώργος Σεφέρης) (19vet a viz C'hwevrer 1900 e Smyrna (İzmir, Turkia) - 20 a viz Gwengolo 1971) a zo anv-pluenn ar barzh gresian Yorgos Seferiadis.

Buhez[kemmañ]

Kelenner Skol-Veur e oa e dad, unan eus an arbennigourien gwellañ evit sevel troidigezhioù barzhonegoù Lord Byron.
Studiañ a reas ar mab e Aten ha goude ez eas da Bariz evit deskiñ ar gwir hag al lennegezh. Koulskoude e troas e strivoù evit ren micher un diplomat.
E 1963 e oa roet dezhañ Priz Nobel al lennegezh. Levezonet eo bet Seferis gant Kavafis, T.S Eliot hag Ezra Pound. Skrivañ a ree e varzhoniezh e gresianeg glan, ur yezh e veze komzet gant ar C'hresianed desket. Klask a reas silañ e skiant-prenet e danevelloù an Istor hag ar vitologiezh. Evitañ e oa an Odissea, pennoberenn Homeros, evel un dremmwel ha ne c'heller mont pelloc'h ken e vourre treuzkas anezhañ er bed a-vremañ o tiskouezañ d'an holl ne chañch ket an den a rummad da rummad.

Oberennoù[kemmañ]

  • Strofi («Στροφή») (1931)
  • Sterna («Στέρνα») (1932)
  • Mythistorima («Μυθιστόρημα») (1935)
  • Tetradio Gymnasmaton («Τετράδιο Γυμνασμάτων») (1940)
  • Imerologio Katastromatos I («Ημερολόγιο καταστρώματος Α΄») (1940)
  • Imerologio Katastromatos II («Ημερολόγιο καταστρώματος Β΄») (1944)
  • Kic'hli («Κίχλη») (1947)
  • Imerologio Katastromatos III («Ημερολόγιο καταστρώματος Γ΄») (1955)
  • Tria Kryfa Poiimata («Τρία κρυφά ποιήματα») (1966)


Daveoù[kemmañ]

Y. Seferis. Teir barzhoneg kuzh. Mististorima. Troet e brezhoneg gant Alan Botrel. Skrid, 1994.