Yezhoù gbeek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Takad ar yezhoù gbeek

Ur skourr eus ar yezhoù kwaek eo ar yezhoù gbeek, d'o zro renket e-touez ar familh nigerek-kongoek eo ar yezhoù gneek ([g͡be]), ennañ tro-dro da 20 yezh komzet etre reter Ghana ha kornôg Nigeria gant tro-dro da 4-8 milion a dud en holl.

Yezhoù dezrannel eo an holl yezhoù gbeek hag implijout a reont tonennoù ivez an holl anezhe.

Isrannet e vez ar yezhoù gbeek e pemp skourr pennañ:

Setu rol ar yezhoù gbeek pennañ:

  • Eweeg (ewe, vhe, ewegbe): ar yezh gbeek muiañ-komzet, komzet gant tro-dro da 3.000.000 den e Ghana ha Togo
    • Anloeg (anlo)
    • Kpandoeg
    • Hoeg
    • Fodomeg
  • Geneg (gen, ge, mina, gengbe): komzet gant tro-dro da 400.000 den e Togo
    • Glidjieg
    • Aneksoeg
    • Agoyeg
  • Adjaeg (aja, ajagbe, adja): komzet gant tro-dro da 1.300.000 e Togo
    • Dogboeg
    • Sikpieg
  • Foneg (fon, fongbe, popo): komzet gant tro-dro da 1.700.000 den gant Foned Togo ha Benin
    • Goungbeeg
    • Kapseeg
    • Agbomeeg
    • Maksieg