Foned

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Setu ur pennad diwar-benn ar bobl Fon, evit lenn ar pennad diwar-benn pennoù Fon Kameroun, mont war-du Fon (Kameroun).

Ar bobl Fon zo ur strollad etnek ha yezhel bras eus Kornôg Afrika, zo o vevañ e Benin pe e Dahomey, hag e mervent Nigeria, gant ouzhpenn 2 000 000 a dud. Ar Foneg eo ar yezh komzet ar muiañ e Su Benin. Ur skourr eo ivez eus strollad ar yezhoù Gbeek. Liammet-tre eo ouzh sevenadurioù ar pobloù Ewe, Adja ha Guin. Lavaret e vez eo ar Foned a orin eus Tado, ur gêriadenn war an harzoù e gevred Togo, tost da Venin.

Ar sevenadur zo a-gevrenn an tad hag aotreet e vez al lieswregiezh hag an torr-dimeziñ. An interamantoù (ha deizioù-ha-bloaz an Anaon) zo e-touez an darvourdoù sevenadurel pouezusañ anezhañ, gant an obererezhioù kañv ma vez sonet tumperezh ha ma vez dañset alies e-pad meur a zevezh. Soñjal a ra ar Foned ez eus ul lodenn eus an den a varv hag ul lodenn all a adkemer korf.

E kêriadennoù pe e kêrioù bihan, e diabarzh tiez savet gant pri dezho ur pignon toet gant feilhennoù houarn gwagennek, emañ an darn vrasañ eus ar Foned o vevañ hiziv an deiz. E-touez ar c’hêrioù savet gant ar Foned emañ Abomey, anezhi kêr-benn istorel Dahomey, hag Ouidah. Ar c’hêrioù-se a oa anezho kreizennoù kenwerzh a bouez da vare kenwerzh ar sklaved.

Ar relijion Fon[kemmañ]

Lenn ar pennadoù pennañ diwar-benn Mojennoù Dahomey hag ar relijion Vodou

Pa’z eus kalz a Foned a heuilh ar relijion gristen e vez heuilhet relijion vroadel ar Vodou gant an darn vrasañ eus poblañs Benin. "Vodou" eo an anv fonek roet d’un doue pe d’ur spered. Gant pleustriñ ar voudou e vez sonet tumperezh ha gant-se e c’hall an dud bezañ sorset gant unan eus an doueed pe eus ar speredoù-se. Ar relijion Fon zo anezhi ur relijion liesdoueadek, gant un penn-doue (n’eo ket hollc’halloudus avat) anavezet evel Nana Buluku.


Levezon sevenadur ar Foned er Bed Nevez[kemmañ]

Kalz eus diskennidi ar Foned a vev bremañ en Amerika, da-heul kenwerzh ar Slaved. A-gevret gant ar strolladoù sevenadurel all deuet eus mammvro ar Foned evel Yoruba ha Bantu ez eus bet krouet relijionoù diforc’h, anezho ar relijionoù Vodou, Kandomble ha Santería, hag ivez an doareoù dañsal ha seniñ (Arará, Yan Valu), diwar kendeuziñ ar sevenadur Fon gant ar sevenadurioù gall, portugalat ha spagnol.