Mont d’an endalc’had

Jagwarundi

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Yaguarundi)
Jagwarundi


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Puma
Anv skiantel
Puma yagouaroundi
Saint-Hilaire, 1803
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar jagwarundi (Puma yagouaroundi pe Herpailurus yagouaroundi) a zo ur bronneg krenn e vent a vev e Kreizamerika hag en Amerika ar Su. 65 cm eo hirder e gorf ha 45 cm hini e lost. Berr eo e bavioù. Divskouarn berr ha ront en deus ha liv e vlevenn a c'hell mont eus gris da c'hell-du hervez an hiniennoù. Studiadennoù diwar e c'henoù o deus diskouezet eo ar jagwarundi kar d'ar puma.

Er strouezhegoù ha tost eus an dour e vev dreist-holl, met un nebeud loened zo er c'hoadegoù trovanel ivez. Un aneval noz pe peuznoz eo. Chaseal a ra war an douar zoken m'eo ampart da bignat er gwez. Debriñ a ra pesked, bronneged bihan ha stlejviled.

Goude bezañ douget he re vihan e-pad 70 devezh, e c'han ar barez etre unan ha pevar c'hazhig. En o oad gour e vezont goude daou vloaz.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jagwarundi

Jagwarundi