Wilhelm Schirmer

Eus Wikipedia

Arabat eo droukveskañ gant Johann Wilhelm Schirmer


Wilhelm Schirmer
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Prusia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAugust Wilhelm Ferdinand Schirmer Kemmañ
Anv-bihanWilhelm Kemmañ
Anv-familhSchirmer Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Mae 1802 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBerlin Kemmañ
Deiziad ar marv8 Mez 1866, 1 Mez 1866 Kemmañ
Lec'h ar marvNyon Kemmañ
Micherlivour, drawer Kemmañ
ImplijerRoyal Porcelain Manufactory Kemmañ
Bet war ar studi ePrussian Academy of Arts Kemmañ
StudierMax Schmidt, Ferdinand Konrad Bellermann, Albert Heinrich Brendel Kemmañ
Bet studier daFriedrich Wilhelm Schadow Kemmañ
Floruit1835 Kemmañ
Tachennlandscape art Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadAlte Nationalgalerie, Kupferstichkabinett Berlin, Führermuseum, Royal Collections of the Netherlands Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ

August Wilhelm Ferdinand Schirmer (Berlin, 6 a viz Mae 1802Nyon, 8 a viz Mezheven 1866) a oa ul livour alaman.

Ur gweledvaour e oa, a gelenne en Düsseldorfer Malerschule, Skol Livouriezh Düsseldorf, m'en devoe al livour stadunanat James McDougal Hart da skoliad [1],[2].

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul livour bokedoù e oa W. Schirmer e deroù e remzad, e Königlichen Porzellan-Manufaktur ("Labouradeg real porselen") Berlin, ma voe implijet betek 1823. Da weledvaour ec'h eas goude-se, ha gant Peter Joseph Lenné e labouras evit adkempenn park ha kastell Glienicke, a oa d'ar priñs Carl von Preußen.

E 1827 ec'h eas da Italia, ma chomas betek 1831. Goude distroet da Verlin e stalias ur studio eno, a zesachas buan ur strollad bras a studierion. D'ar mare-se e kenlabouras gant ar priñs Hermann von Pückler-Muskau (1785-1871), a oa ul livour ivez, evit skeudennaouiñ e sturlevr a-zivout an terkañ liorzhoù, Andeutungen über Landschaftsgärtnerei ("Notennoù a-zivout an terkañ liorzhoù", 1834)[3].

Er bloaz 1835 e voe anvet W. Schirmer da ezel eus Akademiezh Berlin, ma kelennas al livañ gweledvaoù betek 1839.

Adalek 1847 e labouras evit kinklañ mirdi nevez Berlin, an Neues Museum, ma reas murlivadurioù e sal Henegipt hag e hini Henc'hres.

War an distro eus ur veaj arall da Italia e varvas e Nyon, e Kanton Vaud e Suis, d'an oad a 64 bloaz. E bered kozh St. Matthäus e Schöneberg e voe sebeliet, hogen diskaret eo bet e vez[4].

  • Dibar eo lec'h Wilhelm Schirmer en Istor an arzoù, pa lakae an aozadur dreist an teknik[5]. Muioc'h eget lakaat war baper ar pezh a wele a reas en Italia : dastum danvez naturel a rae, evit aozañ dre ijin gweledvadoù a vije istorel ha barzhoniel war un dro. Kement-se a lakaas e pleustr pa ginklas mogerioù Neues Museum Berlin.

Taolennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (de) Andree, Rolf. Die Düsseldorfer Malerschule. Darmstad : Verlag Phillip von Zabern, 1979, p. 145 (ISBN 978-3-8053-0409-2)
  2. (de) Morgen, Sabine. Die Ausstrahlung der Düsseldorfer Schule nach Amerika im 19. Jahrhundert. Göttingen : Edition Rupecht, 2008, p. 384 ha 686 (ISBN 978-3-7675-3059-1)
  3. (de) Hermann Fürst von Pückler-Muskau (Stuttgart, 1834). Andeutungen über Landschaftsgärtnerei. Basel : Birkhäuser, 2014 (ISBN 978-3-03821-317-8)Len en-linenn. Kavet : 14 Here 23.
  4. (de) Mende, Hans-Jürgen. Lexikon Berliner Grabstätten. Berlin : Haude & Spener, 2005, p. 308 (ISBN 978-3-7759-0476-6)
  5. (en) Chisholm, Hugh. Schirmer, Fiedrich Wilhelm. In : Encyclopædia Britannica, levrenn 24. Cambridge : Cambridge University Press, 1911, p. 327. Kavet : 14 Here 23. .