Schöneberg

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mont da : merdeiñ, klask
Lec'hiadur ar c'harter en arondisamant

Schöneberg a zo ur c'harter eus Berlin, ul lodenn eus arondisamant Tempelhof-Schöneberg eo. Betek ma vefe aozet Berlin Veur e oa Schöneberg unan eus ar seizh kêr distag a voe kendeuzet, hag hec'h anv a voe roet da "bastell-vro Schöneberg", enni daou garter, Friedenau ha Schöneberg. Da vare rann Berlin e oa ar bastell-vro-se diouzh tu ar c'hornôg : betek ma vefe unvanet Alamagn e oa ti-kêr Schöneberg (alamaneg : Rathaus Schöneberg) ti-kêr Berlin. Gant adreizhadenn 2001 eo bet savet arondisamant Tempelhof-Schöneberg.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv
Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
E yezhoù all