Wilfred Owen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Wilfred Owen, pe Wilfred Edward Salter Owen, ganet d'an 18 a viz Meurzh 1893 e Croesoswallt ha lazhet er Brezel-bed kentañ d'ar 4 a viz Du 1918, zo ur barzh saoz, a orin kembreat, marvet en Ors (departamant Norzh, Bro-C'hall). Unan eus gwellañ barzhed ar brezel-se eo.

Wilfred Owen, barzh ha soudard.
Bez Wilfred Owen (kreiz), e bered kumun Ors.

E wrizioù e Kembre[kemmañ]

E eontr Edward Shaw Owen en doa c'hoariet mell-droad e skipailh Kembre. Hervez an istorourez Hafina Clwyd e 'Rhywbeth Bob Dydd', e kustume Wilfred mont da vakañsiñ da di-ferm Glan Clwyd, e Rhewl e-kichen Rhuthun.

E vuhez[kemmañ]

Ur pennad e voe kelenner saozneg e Bourdel ma reas anaoudegezh gant ar skrivagner anarkour Laurent Tailhade, ha kenskrivañ e galleg a rejont.

E varzhoniezh[kemmañ]

Disheñvel-mat e oa e vouezh diouzh hini Rupert Brooke a gane meuleudi d'ar brezel. Kamarad e oa d'ar varzhed Siegfried Sassoon ha Robert Graves .


Lazhet e voe Wilfred Owen ur sizhun a-raok fin ar brezel. Isletanant er Manchester Regiment e oa. Pa sone kleier ar peoc'h en iliz parrez e tegouezhe ar c'heloù eus e varv d'e dud.


Oberennoù[kemmañ]

The Poems of Wilfred Owen, edited with a Memoir and Notes by Edmund Bluden, London, Chatto & Windus, 1952. (Dibab)

  • The Unreturning
  • To Eros
  • My Shy Hand
  • Storm
  • Music
  • Shadwell Stair
  • Happiness
  • Exposure
  • Fragment: "Cramped in that Funnelled Hole"
  • Fragment; "It is not Death"
  • The Parable of the Old Men and the Young
  • Arms and the Boy
  • The Show
  • The Send-off
  • Greater love
  • Insensibility
  • Dulce et Decorum est
  • The Dead-Beat
  • The Chances
  • Mental Cases
  • Disabled
  • Anthem for Doomed Youth
  • Voices
  • The Calls
  • And I must go
  • Inspection
  • Fragment: "A Farewell"
  • Spring Offensive
  • The Sentry
  • Strange Meeting