Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 52, bloaz 2015

Eus Wikipedia

21/12/11/08/2015 — 27/12/2015[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak en eilvet sizhun ha hanter-kant eus 2015 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

... a c'hwezh ken kreñv war bennoù zo : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Skoueriou_kristen_eil_rummad_gant_eur_Missioner_Breizad&type=revision&diff=1676994&oldid=1676924 Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Kzu 2015 da 12:55 (UTC)[respont]


NEDELEG LAOUEN D'AN HOLL[kemmañ ar vammenn]

Gwezenn Nedeleg e Trafalgar Square, e kêr Londrez, e 2008.

Ha deoc'h ivez !--Prieladkozh (kaozeal) 26 Kzu 2015 da 10:49 (UTC)[respont]

... eo an anv implijet ar muiañ, a gredan. Goulenn a ran ma vo kemeret an anv-se er wikipedia e-lec'h Norvegia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Kzu 2015 da 19:21 (UTC)[respont]

  • Gw. Norvegia.
  • Norvegia eo ar stumm implijetañ e Wikipedia. Lennet em eus an anv en 248 yezh (lenn a ran al lizherennegoù latin, kirillek, gresianek, japanek – ar re all am eus selaouet o distagadur) a bled gant ar vro-se : Norge eo gwrizienn 24 anezho (9,7 %), Norvegia eo hini 224 anezho (90,3 %)
  • Ne gavan ar stumm brezhonek Norge e geriadur ebet.
  • Norvegia eo e Geriadur brezhoneg An Here (2001, p. 1432).
  • Wikipedia hepken a rafe gant Norge e-lec'h Norvegia neuze, en enep d'ar skridoù brezhonek.
  • Ret e vefe neuze kemmañ an deveradurioù ivez, e Wikipedia hepken bepred : *Norgead e-lec'h "Norvegad", *norge(e)g e-lec'h "norvegeg".
  • Skoemp eo dibab Norge (e bokmål) enep Noreg (e nynorsk), pa'z eus anvioù ofisiel eus an daou.
Ma ali : gwell eo lezel an traoù evel m'emaint ; arabat eo e vefe Wikipedia ur skoilh da neb a venn studiañ, ur skor e tle bezañ evel-just. — Rudlamot (kaozeal) 25 Kzu 2015 da 23:10 (UTC)[respont]
"Ha ne oa ket se ur souezh, rak pet ha pet gwech n'am eus ket klevet martoloded eus Plouha, Gwitalmeze, Pempoul, Gwaien pe Alre o kontañ traoù evelhen : « Bout a zo bet adarre sach-krev etre c'hwiltouzed saoz ha ni, ha p'edomp war nes bezañ roustet ganto, e tiredas Alamaned (pe Norvegiz) d'hor sikour da vreviñ o c'horf dezho (1) »." Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, pajenn 103.
"Marzhusat arvest evit neb a zegouezh dezhañ mordeiñ ar wech kentañ e brec'hioù-mor Bro-Sveden pe Norvegia, ar fjordoù hervez ma vez graet diouto !" Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, pajenn 163.--Prieladkozh (kaozeal) 26 Kzu 2015 da 10:48 (UTC)[respont]
Hag ivez :
"NORVÈGE : Norvej (an N., Bro N.), & Norge (en norvégien)." Frañsez Favereau, Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, Skol Vreizh, 2000, pajenn 1150b.--Prieladkozh (kaozeal) 26 Kzu 2015 da 11:33 (UTC)[respont]

Eme Edgar Udlamot : ... gwell eo lezel an traoù evel m'emaint ; arabat eo e vefe Wikipedia ur skoilh da neb a venn studiañ, ur skor e tle bezañ evel-just' ... irrelevant koulz hag off topic evel-just. Klask a ra reiñ da grediñ ne fell da dud Kreizenn ar Geriaouiñ, da Favereau, da Baol ar Meur (ha ne ra nemet gant Norge en e skridoù el Lanv) bezañ skoilhoù d'ar studi ! 2.11.42.72 26 Kzu 2015 da 14:29 (UTC)[respont]

TermOfis /norvégien.--90.32.246.169 26 Kzu 2015 da 14:53 (UTC)[respont]

Eum, eum : hervez Termofis n'eus ger brezhonek ebet evit treiñ Norvège ... pa'z eus meneget tri amañ, war a seblant din... : Norvej, Norvegia, Norge... Evel anv-gwan ne gaver nemet norvegat e ti termofis : koulskoude, ma tegemerer Norvegia, e tlefe bout norvegian pe norvegiat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Kzu 2015 da 15:09 (UTC)[respont]

Bianchi-Bihan normal eo, ret eo klask e KerOfis, pas e TermOfis ;) A galon, VIGNERON (kaozeal) 8 Gen 2016 da 13:47 (UTC)[respont]

Norvegia eo an anv implijet ar muiañ, a gredan. --2.11.116.83 26 Kzu 2015 da 17:59 (UTC)[respont]

N'eo ket sur : bezañ en ur geriadur n'eo ket trawalc'h da vezañ implijet; ma vez kelennet Norge e skolioù Diwan, hervez kreizenn ar geriaouiñ, hag en desped d'ar geriadurioù, eo pell efedusoc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Kzu 2015 da 18:37 (UTC)[respont]
    • Norvegia e brezhoneg en holl c'heriadurioù dave abaoe 1928 da vihanañ (R. Hemon).
    • Ofis ar Brezhoneg: «La Norvège Norvegia; Mer de Norvège Mor Norvegia; Rue de Norvège Straed Norvegia (Roazhon Hent)» ([1])
    • Norvegia/norvegat, pelec'h emañ an dalc'h? Polonia/polonat da sk.
    • Skolioù: Kartenn-voger ar Bed (TES), a vez bemdez-c'houloù dirak daoulagad ur bern bugale skoliataet e brezhoneg: Norvegia.
    • Hag evel ma lavarfe Rudlamot uheloc'h, perak dilenn "Norge" e-lec'h "Noreg"?

--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 27 Kzu 2015 da 11:48 (UTC)[respont]

"Norge eo an anv implijet ar muiañ, a gredan", a skriv Bianchi-Bihan. Ne gredan ket e vefe bet implijet kalz er Wikipedia-mañ, nemet gant Bianchi-Bihan e-unan. Ha c'hoazh, gallout a reer lenn "Norvegia" dindan e bluenn e pennadoù zo (Rouantelezh Danmark ha Norvegia da skouer). Hag er skridoù brezhonek dre vras e kaver Norvegia ivez, dreist-holl. Evit ar skolioù eo heñvel : el levr Istor Geografiezh evit ar pevare klas, embannet gant TES e 2008, e lenner "Norvegia" war ar c'hartennoù eus Europa embannet pp. 201-213. Gwir eo e kaver "Norge" en ur skrid brezhonek bennak (kentelioù douaroniezh SADED da skouer), met ar stumm-se n'eo ket bet implijet ken stank ha Norvegia. An anvioù "Norvegia", "Bavaria", "Hungaria", "Belgia", savet diwar ar "furm etrevroadel" evel ma skrive Roparz Hemon, a c'hall tud zo kavout abeg enno, met en implij emaint. --Llydawr (kaozeal) 28 Kzu 2015 da 12:02 (UTC)[respont]