Nynorsk

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Unan eus daou zoare-yezh ofisiel Norvegia eo an Nynorsk (da lavarout eo "norvegeg nevez") ouzhpenn ar Bokmål. Implijet e vez an nynork gant 10-15% eus an norvegegerion, ar re-mañ o chom war ar maez dreist-holl. N'eo ket an nynorsk ken tost ouzh an daneg hag ar bokmål.

Savet e oa bet ar yezh unvan gant Ivar Aasen dre dastum elfennoù rannyezhel a-dreuz Norvegia o klask sevel ur gwir yezh norvegek c'hlan hep na vije levezonet betek re gant an daneg.

Setu keñver-ouzh-keñver Mellad kentañ Disklêriadur Hollvedel Gwirioù mab-den e nynorsk hag e bokmål :

Nynorsk:

Alle menneske er fødde til fridom og med same menneskeverd og menneskerettar. Dei har fått fornuft og samvit og skal leve med kvarandre som brør.

Bokmål:

Alle mennesker er født frie og med samme menneskeverd og menneskerettigheter. De er utstyrt med fornuft og samvittighet og bør handle mot hverandre i brorskapets ånd.

Gwelet ivez:[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]