Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 26, bloaz 2012

Eus Wikipedia

25/06/2012 — 01/07/2012[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun warn-ugent eus 2012 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Piv 'oarfe pelec'h eo testeniekaet an anv? Ouzhpenn er Goueler kelt, vel-just? Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Mez 2012 da 15:48 (UTC)[respont]

«Kumun Bouin zo e Vendée» Un arguzenn a-feson. Naoned n'emañ ket e Breizh kennebeut dre m'emañ er Pays de la Loire, kement-mañ a lenner war pajennoù ur bern lec'hiennoù sirius ivez. Evit a sell kumunioù Marzoù Breizh, Wikipedia gallek a zo kalz digoroc'h a spered: Elle est une des rares communes de Vendée à faire partie de la Bretagne. [1].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 Mez 2012 da 11:44 (UTC)[respont]

Perak ket? Ret e vije gouzout gant piv eo bet lakaet an evezhiadenn skiantel-se. Siriusoc'h: e peseurt skridoù eo meneget Bouin evel kumun eus Breizh? (Evit Naoned e Breizh e kredan-me ez eus testenioù a-walc'h, betek er geriadurioù gallek). Se a vije skianteloc'h eget ur frazenn dizanv er wikipedia gallek. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Mez 2012 da 12:23 (UTC)[respont]

Frédéric Le Guyader[kemmañ ar vammenn]

Demat d'an holl,

Piv a anavezfe deiziadoù reizh ganedigezh ha marv Frédéric Le Guyader o vezañ ma vez kavet ur bern traoù droch diwar e benn war ar genrouedad ?

A galon--Prieladkozh (kaozeal) 25 Mez 2012 da 17:31 (UTC)[respont]

War a seblant e oa ganet d´an 14 a viz Meurzh 1847 e Brasparzh, ha marv d´ar 24 a viz Du 1926 e Kerfeunteun (ul lodenn eus kemper bremañ)

A galon. Gwenael

Ya, ha kavet e vez 17 a viz Meurzh ha 14 a viz Du ivez swiazh din. Mersi deoc'h memestra. A galon--Prieladkozh (kaozeal) 26 Mez 2012 da 08:01 (UTC)[respont]

Souezhet on o kavout ar gerioù film bevaat stank a-walc'h er wikipedia, film animer" e galleg. Marteze un droidigezh diwar fallgompren ar galleg (faziañ etre "animer" / hag "animé") ... rak dessin animé a vefe "tresadennoù bevaet". Alioù? Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Mez 2012 da 07:36 (UTC)[respont]