The Velvet Underground
The Velvet Underground (meur a wezh 'vez graet "Velvet" berr-ha-berr pe "VU" ag ar strollad-mañ) a oa ur strollad sonerezh rock (hag a vez graet "rock underground" sañset get darn, pe "psikedelik" get tud arall, pezh n'eo ket sur) hag a oa àr ar charre e dibenn ar bleadoù tri-ugent ha penn kentañ ar bleadoù dek ha tri-ugent. Ne reas ket kement a verzh d'ar mare-se 'vat, evit pezh a sell doc'h an argant rastellet getoñ, neoazh en deus levezonet ur bochad strolladoù àr e lerc'h, betek bremañ. Sed amañ poz Brian Eno àr o diwoud : "gwerzhet e oa bet un nebeud kantadoù pladennoù hepken gete, met ur strollad a oa bet savet get peb prenour 'vat". El-rezon eh a un tammig re bell geti met setu un doare da skeudenniñ levezon dreist-ordinal ar strollad-se. Graet "strollad kult" ag ur seurt strollad, ur strollad lidet get e garourion, dreist-holl pa gendalc'h ar lid-se e-pad bleadoù àr-lerc'h buhez ar strollad e-unan (hag a oa bet berr a-walc'h, ur pemp ble bennaket moarvat).
Prantadoù kentañ ar strollad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn 1964 e voe hadet diwan ar Velvet Underground, da heul un nebeud strolladoù "garage" berrbad get Lou Reed (ganet e 1942), e New-York. Ha setu degouezhet er strollad John Cale (ganet e 1939), ur c'hembread anezhañ, harluet d'ar Stadoù Unanet a-benn studiañ sonerezh klasel. Kenlabouret en doa hemañ get John Cage ha LaMonte Young, met ne oa ket diforzh doc'h ar sonerezh rock. Setu Reed ha Cale é soniñ a-stroll, degaset gete levezonioù ha meizadennoù disheñvel, e-barzh pezh a zay da vout ar Velvet Underground (The Primitives a voe un anv berrbad arall e penn kentañ). Da c'houde e voe dibabet Sterling Morrison da gemer perzh er strollad get e c'hitar, hag Angus MacLise get e daboulinoù (The Primitives a yeas da The Warlocks, ha da c'houde ar Falling Spikes a voe un anv arall d'ar strollad). A-zoc'h ur levr skrivet get Michael Leigh a-ziwoud Sado-Mazocherezh (!!) e oa bet kavet un anv da vat, da viken, the Velvet Underground. Un anv hag a glota mat get ur sonenn savet get Lou Reed d'ar mare-se, "Venus in Furs", diwanet e-barzh e spered diàr ur levr skrivet get Leopold Sacher-Masoch. Sioul a-walc'h e oa sonerezh ar Velvet e penn kentañ ar strollad, pa oa Mac Lise ennañ c'hoazh, met trubuilhet ha luziet e tay da vout a-benn nebeud... E-kreiz an hañv 1965 e voe graet un enrolladenn standilhon get Reed, Cale ha Morrison, ha kaset un eil enrolladenn da vro Saoz get Cale, roet da vMariann Faithful, get ar spi ma vo diskouezhet da vMick Jagger, met grik erbed diàr-benn an dra-se goude (e 1995 e voe klevet e-barzh un abadenn get Peel).
Levezonioù "avant-garde", sonioù krai, trouzus ha peurgarg, larsenoù, en tu 'rall d'ar sonerezh "pop", setu arouezennoù sonerezh ar Velvet Underground, a-du 'rall, e herezh a vo e-barzh sonerezh ur yoc'h strolladoù (punk dreistholl hag alternativ ivez) bleadoù àr-lerc'h achuamant e vuhegezh. Degaset e voe ur live barzhoniezh nevez hag uheloc'h get pozioù peurlipet ha peurgempennet Lou Reed. Un hent nevez d'ar rock a voe digoret get ar Velvet, un dispac'h e-keñver pezh veze graet e-raok a vo lâret get darn, un taol arnod hag a gemmas liv ar rock penn da benn. Get ar Velvet e oa achu da vat get spered plaenig, eeun hag hegredik ar rock pop...
Pa voe kinniget argant (75 dollars) dezhe evit ur sonadeg hag asantet gete eh eas kuit Mac Lise, war zigarez e oa an dra-mañ kas o arz e-barzh reizhiad ar c'hoñvers, pezh oa a-enep krenn d'e dro-spered. Ur vignonez da vMorrison, Maureen "Mo" Tucker, a gemeras lec'h Mac Lise er strollad. Ur c'hemm a voe e taboulinerezh ar strollad (gober a rae get mailhoù kentoc'h evit get bazhigoù, ne rae ket kalz get ar simbalennoù, ne oa ket ken kinklet he doare da skeiñ, met eeunoc'h ha didro), pezh a zeuas da vout un arouezenn arall da sonerezh ar strollad.
Adalek neuze e voe gopret ar Velvet evit seniñ àr ar leurenn a-vareadoù ingal, kreskiñ a reas brud vat ar strollad, danvez ur strollad a-bouez anezhañ.
Tra ma rae berzh an hippied en tu enep d'ar vro gevandir (get o sonerezh psikedelik, ar "Summer of Love" ken brudet arall), eh ergerzhe sonerezh ar Velvet tachadoù disheñvel bras, en tu enep d'ar pezh veze graet àr aodoù ar Meurvor Habask : krisoc'h danvez ar sonerezh, duoc'h get lakaat àr wel gwall berzhioù an dud, o zechoù (fall alies anezhe !), o emzalc'hioù a fed seks pe drammoù (bout edan dalc'h an heroin da skouer...). Sonioù peurgarget a yae d'ober o sonadegoù, get feedback ha trouzioù amplaet (ur skouerenn vat er sonenn "Sister Ray" e-barzh eil albom ar strollad).
Andy Warhol ba'r jeu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Doned a reas Warhol da vout rener ar strollad e 1965, ha degas getoñ Nico, ur ganerez a vro Alamagn, a-benn he lakaat da ganiñ en un nebeud sonennoù get ar strollad. Dindan gazel-gae Warhol e kreskaas brud ar strollad, daoust ma veze start ar jeu etre Lou Reed ha Warhol meur a wezh.
Erlerc'hiet e voe Lou Reed get MacLise e-pad ur prantad amzer e 1966, un nebeud sizhunvezhioù pa oa chomet klañv pennsoner ar strollad, tapet un hepatit getoñ ha ne oa ket evit seniñ àr ar leurenn ken. Ar c'han a voe kaset get John Cale neuze ha Maureen Tucker a grogas er gitar boud da geñver ar sonadegoù-se.
The Velvet Underground ha Nico (1967)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pouezet e voe get Warhol evit ma vehe degemeret Nico er strollad, ha "The Velvet Underground and Nico" a voe o album kentañ, unan hag a oa bet enrollet edan 2 zeiz ha daet er-maez e miz Meurzh 1967 (MGM Records).
Brudet eo golo ar bladenn : ur vananezenn lufrus graet get Andy Warhol e stumm e dresadennoù ken brudet arall. Hag edan kenenn ar frouezhenn pa veze dilamet en em zispake ar vouedenn e stumm kalc'h ruz-gwenn un den. Unnek sonenn a ya d'ober an album-se, re gisidik ("Femme fatale", "I'll be your mirror") ha re get muioc'h a vejoñs e-barzh pe taeroc'h anezhe. Ur gwir penn-oberenn mard eus unan ! Un album "avant-garde" get perlezennoù e-leizh. Ennañ emañ ar sonennoù ken brudet arall "Heroin", hag "I'm waiting for the man" (ar re-mañ awenet get Hubert Selby Jr), "I'll be your mirror" (kanet get Nico), "Sunday Morning", "Venus in Furs". Kaset ar sonerezh get mouezh kreñv, distrafuilh ha sin Lou Reed, son e c'hitar, fraoñverezh mouezh John Cale pe sonioù skiltr e violoñs, son gitar Morrison blaz ar rythm'n blues pe ar c'hountry music ennañ ha taboulinerezh saouzanus ha dambounner Maureen Tucker. Gwerzhet mat e oa bet an album-se e penn kentañ met kudennoù gwirioù skeudennoù ar golo a savas hag MGM Records a lamas ar pladennoù e gwerzh betek ma vehe un diskoulm d'ar gudenn, hag ankounac'haet e voe tamm ha tamm ar pennoberenn-se... e-pad pell. Lazhet eo bet diantegezh sonerezh ar bleadoù 60 get ar bladenn-se, eme lod...
Pedet Warhol da sutal brulu er menezioù Apalach, skarzhet kuit Nico na oa ket sirius a-walc'h ha ne c'hellent ket fiziout enni. Enrollet e voe e miz Gwengolo 1967 pezh a zay da vout o eil albom, " White Light/White Heat" (Daet er-maez e miz Genver 1968).
White Light/White Heat (1968)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alies e veze The Velvet Underground àr ar leurenn, sonadegoù na oant ket evit tud o divskouarn bresk, ha tonioù dibunet èl ma tae e tae, àr an toemm, troadet a-zoc'h o imor, sonerezh feuls meur a wezh àr-bouez gitaroù peurgarget. Blaz ar sonerezh-se a zo e-barzh ar bladenn a yeas er-maez da heul ar prantad-se evel-just, anvet "White Light/White Heat" (tizhet geti 199vet renk e Billboard top 200 e-pad ur suniad hepken ha mat pell 'zo !). E-barzh eh eus sonennoù a ray berzh : "White light/white heat", "Sister Ray", "the gift" pe "I heard her call my name". Setu ur bladenn en deus levezonet ur bochad strolladoù (Joy Division, Nirvana, Galaxie 500), ha tonioù anezhi a zo bet sonet get sonerion brudet àr o lerc'h (Joy Division, Bowie, ...). D'ar mare-se 'vat e oa daet da vout start an darempredoù etre izili ar strollad, etre Reed ha Cale peurgetket... tra ma veze an daoù-mañ é klask kas sonerezh ar strollad àr hentoù dishañval a-walc'h.
The Velvet Underground (1969)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-raok sevel o zeirvet pladenn e voe skarzhet kuit Cale get Reed, ha Doug Yule a gemeras e lec'h er strollad. Marteze en doa soñjet Reed e oa re a daolioù-arnod e-barzh o sonerezh, re iskis pezh veze digaset get Cale pe digomprenus evit an dud dre vras, penn-abeg ne veze ket gwerzhet mat o fladennoù... Enrollet e voe "The Velvet Underground" e dibenn 1968, ha daet er-maez e 1969. Levezon Cale a zo aet kuit amañ, klassikoc'h framm an oberenn-mañ, achu get talioù-arnod ar c'hembread, siouloc'h an album-mañ hag aesoc'h da ziskouarn an holl. Damglevet 'vez amañ pezh a ray Reed e-unan pa vo achu get ar Velvet Underground, un nebeud bleioù goude. Sonennoù sioul, gwerzioùigoù èl "Candy says" pe "Pale blue eyes", blaz ar folk, setu pezh a gaver e-barzh an album-mañ, kempennet propikoc'h anezhañ. Maureen Tucker he-unan a zispak he mouezh e "After Hours" (ar wezh nemeti ma kanas get ar strollad), ne oa ket didroell ha glan a-walc'h spered Reed evit seniñ ar ganaouenn-se e-unan, diàr e bozioù dezhañ e-unan !
The fourth album (chomet diembann d'ar mare-se)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur bochad enrolladennoù arall zo bet graet get the Velvet Underground, n'int ket daet er-maez d'ar mare-se pa ne oa ket savet tabut get o zi-embann pladennoù. Met ur pemzek vle diwezhatoc'h e vo tu da glevet tammoù gwellañ an enrolladennoù-se e-barzh dastumadeg "VU" hag a ya he sonerezh d'ober un tremenadur etre "The Velvet Underground" (sioul a-walc'h) ha "Loaded" (pop-rock). John Cale a voe gete en-dro en un nebeud ag an enrolladennoù-mañ. Un dastumadeg arall a vo embannet ("Another View"), un tammig disteroc'h anezhi, hag e-barzh emañ ar peurrest eus an enrolladennoù-se.
Tonioù ag ar prantad-mañ zo bet adaozet get Reed pa oa bet achu evitañ get ar strollad, a-benn o lakaat en e bladennoù solo ("Stephanie Says", "Ocean", "I Can't Stand It", "Lisa Says", "Coney Island Baby"). E penn kentañ e remzad solo e reas berzh get seurt sonennoù èl ar re-mañ.
Loaded (1970)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1969 e oa bet savet da vMike Curb (rener MGM Records) ar c'hoant da skarzhañ rac'h an arzourion a vehe bet liammet tamm pe damm get an hippies hag ivez get an drammoù pe drogajoù a bep seurt, ha The Velvet Underground a voe skarzhet kuit, àr un dro get Frank Zappa's Mothers of Invention !
Setu the Velvet Underground e ti-embann pladennoù Atlantic Records hag a c'houlennas digete sevel un album get tonioù aesoc'h anezhe, digor d'an oll dud, ur bladenn a vehe gwerzhet puilh el-rezon ! Karget a donioù "hit" pa vo lavaret mat, ha just aset "Karget" a voe dilennet da anv gete, da lavaret eo "Loaded" e saozneg ! Marteze ne reas ket ar bladenn-mañ kement a berzh met gwir eo emañ ar sonennoù digoroc'h d'an oll enni, tonioù brudet a-walc'h èl "Sweet Jane" pe "Rock and Roll".
Ne oa ket a-du Reed get stumm tonioù zo ar bladenn daet er-maez e penn kentañ pa ne voe ket doujet get e di-embann pladennoù doc'h pezh en doa bet c'hoant Reed da embann (tonioù berraet ...).
Moned a reas kuit Reed e miz Eost 1970 pa ne oa ket a-du get melestrer ar strollad (Sesnick) ha Doug Yule a chomas e penn ar strollad. Evit pezh a sell doc'h Maureen Tucker, daoust ma voe meneget hec'h anv e-barzh an album, àr ar c'hostez e oa e-pad prantad brasañ an enrolladennoù peogwir e oa dougerez d'ar mare-se, kemeret he lec'h a-dreñv an taboulinoù get meur a zen, Doug Yule hag e vreur Billy, pe an ijinour Adrian Barber, pe ar soner studio Tommy Castanaro...
Bleadoù 1970 :
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]"Who loves the Sun", ar sonenn "single" tennet a "Loaded" ne reas ket kement a verzh met un drec'hadenn a voe an albom avat, ha pa vehe un drec'hadenn guzh pe didrous anezhi zoken. Evit gwir e voe skinet ur c'halzig a-walc'h a sonennoù zo èl "Sweet Jane" ha "Rock and Roll" get ar skingomz er Stadoù Unanet ha, da heul, kaset e voe ar strollad da droiadiñ ur wezh arall dre Reter ar vro (ha betek Europa àr ar marc'had !), get Walter Powers III (gitar boud) ha Doug Yule e penn ar c'han hag ar gitar. D'ar mare-se en doa tapet Sterling Morrison e ziplom bachelor (BA) e saozneg hag eñ kuit da gelenn er skol-veur e Austin (Texas). Erlerc'hiet e voe get Willie Alexander (kaner ha soner touchennaoueg anezhañ). Sonet o deus e bro Saoz, e Kembre pe er Broioù Izel, hag un nebeud enrolladennoù ag an droiad sonadegoù-mañ a c'heller selaou e-barzh "Final V.U.", un dastumadenn daet er-maez e 1981.
Pa voe divizet get ar label Atlantic sevel ur bladenn "àr ar leurenn" ("live" e brezhoneg jaojapl !), "Live at Max's Kansas City" e 1970, e-lec'h leuskel ar strollad da enrolliñ un albom nevez, ec'h eas kuit izili veur ar strollad, ne chome ket 'met Yule hag ar melestrer Steven Sesnick. Kefridi Sesnick a oa kas da benn enrolladenn ur bladenn evit Polydor, Doug Yule a voe àr ar stern ha "Squeeze" a voe frouezh e labour ! Ha miret an anv ar Velvet Underground ! Tabouliner Deep Purple Ian Paice hag un nebeud sonerion dianavez a sikouras getoñ. Daoust ma n'eo ket un albom kabidan (e-keñver liv sonerezh ar strollad a-orin), dereat eo "Squeeze" ur sort, ha furoc'h, n'eus ket ennañ peadra da vonet e breskenn avat, met n'eo ket fall kennebeud. A-benn ar fin e c'heller anzaviñ eo daet ar Velvet Underground ur strollad arall na vehe ket danvez ar pennad-mañ.
Get o remzad dezhe o-unan o deus kendalc'het Lou Reed ha John Cale. Aet da gelenner skol-veur e oa Sterling Morrison e-pad ur prantad amzer, ha goude kabiten ur vag-sacherez. Maureen Tucker a zesavas he bugale ha goude monet en-dro àr ar leurenn e-barzh salioù bihan hag enrolliñ un nebeud traoù e-kerzh ar bleioù 1980, a-du-'rall e voe skoazellet e-barzh he strollad get Morrison meur a wezh. Aet eo Nico d'an anaon e 1988 e Ibiza, diàr un taol-gwad en he empenn.
Izili ar Velvet Underground a son a-stroll ur wezhig an amzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1990 e voe savet "Songs for Drella" get Reed ha Cale, àr zigarez meuliñ Warhol, aet d'an anaon nebeud e-raok. Evit pezh a sell doc'h Morrison ha Tucker, labouret o doa pe get Reed doc'h un tu, pe get Cale doc'h an tu 'rall, met an album "Songs for Drella" a oa bet an dro gentañ ma oa Reed ha Cale é labourat a-stroll a-c'houde bleadoù ha bleadoù, da lavaret eo a-c'houde diskaridigezh ar Velvet Underground. Setu eh eus bet tud é soñjal e vehe adsavet ar strollad e-raok pell.
Ha just aset, evit un droiad sonadegoù get U2 (hag ur bladenn da heul : "Live MCMXCIII") e voe bodet izili gentañ ar strollad àr un dro, get John Cale é kaniñ tonioù bet enrollet get Nico get ar strollad er bleioù 60.
Ne badas ket pell avat, e-raok monet d'ar Stadoù Unanet evit un droiad arall hag enrolliñ un album "Unplugged" evit MTV, setu torret adarre an emglev bresk etre an daou leader, hag achu get ar strollad. Sur a-walc'h e oa an dro diwezhañ ma oa ar strollad-se àr ar leurenn. Ha marv Sterling Morrison get ar c'hrign-bev e 1995 a gadarnaas ar fed ne vehe ket mui ag ar strollad-se.
Pladennoù :
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pladennoù bihan (singles) :
- "All Tomorrow's Parties" / "I'll Be Your Mirror" (1966)
- "Sunday Morning" / "Femme Fatale" (1966)
- "White Light/White Heat" / "Here She Comes Now" (enrollet e 1967, daet er-maez e 1968)
- "What Goes On" / "Jesus" (1968, 1969)
- "Who Loves the Sun" / "Oh! Sweet Nuthin'" ( 1970, 1971)
- "Foggy Notion" / "I Can't Stand It" (1969, 1985)
- "Venus in Furs" / "I'm Waiting for the Man" (live, 1993, 1994)
Albomoù :
- The Velvet Underground and Nico (enrollet e 1966, daet er-maez e 1967; "Deluxe" eilembannadur 2002 2 CD)
- White Light/White Heat (1967, 1968)
- The Velvet Underground (1968, daet er-maez e 1969)
- Loaded (1970; "Fully Loaded" eil embannadur 2 CD e 1997)
- Live at Max's Kansas City (enrollet 1970, daet er-maez e 1972; "Deluxe" eilembannadur e 2004)
- Squeeze (1972, 1973)
- Live MCMXCIII (1993)
A bep seurt :
- Live 1969 (enrollet e 1969, daet er-maez e 1974)
- VU (1968-1969, 1985)
- Another View (1967-1969, 1986)
- Peel Slowly and See (box set, 1965-1970, 1995)
- Final V.U. 1971-1973 (live box set, 1971-1973, 2001)
- Bootleg Series, Vol. 1: The Quine Tapes (live, 1969, 2001)
- The Very Best of the Velvet Underground (1966-1970, 2003)
Piv zo bet er strollad ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Izili bennañ :
- Lou Reed (gitar, kan, piano, harmonika, aozer sonerezh ha pozioù 1965-1970)
- John Cale (gitar boud, violoñs tredan, ograoù a bep seurt, touchennaouegoù, kan ha mouezh 1965-1968)
- Sterling Morrison (gitar, guitar boud, mouezh a-dreñv pe diskan, 1965-1971)
- Maureen "Mo" Tucker (taboulinoù, mouezh 1965-1972)
- Doug Yule (gitar boud, touchennaouegoù, gitar, taboulinoù, kan 1968-1973, kemeret en doa lec'h John Cale e 1968)
Izili arall :
- Angus Maclise (taboulinoù 1965)
- Walter Powers (gitr boud, diskan 1970-1972)
- Willie Alexander (touchennaouegoù, mouezh 1971-1972)
- Nico (kan 1967)
Petra eo daet tud ar Velvet da voud àr-lerc'h ar strollad ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kendalc'het en deus Lou Reed e-unan penn, berzh a reas meur a wezh ("Transformer" get "Walk on the wild side", "Perfect day", an oberenn veur "Berlin" ha traoù arall betek bremañ, meur a wezh un tamm brasoniaj enne).
Da heul ar Velvet e oa bet John Cale e-barzh ur strollad, ha da c'houde e -unan penn ivez, savet en deus sonerezh evit filmoù, graet en deus àr-dro sonerezh strolladoù arall ha kempenn (the Stooges get Iggy Pop).
A bep seurt traoù he doa graet Nico, kaniñ, c'hoariouez e-barzh filmoù. Ur mab he deus bet (get Alain Delon). Muioc'h mui a drogaj zo aet geti ha tremenet eo e 1998, da heul kouezhañ a-ziàr he marc'h-houarn.
Marvet eo Sterling Morrisson e 1995.
Maureen Tucker, goude he devoud graet àr-dro he bugale, a ra sonerezh da vat en-dro.
Adsavet e oa bet ar strollad (hep Nico) e 1993, da geñver digoradur ur sonadeg e-pad troiad sonadegoù U2 en Europa. Ur bladenn a voe enrollet àr ar leurenn : "Live MCMXCIII". Ma ne vize ket marv Sterling Morrison e 1995 e vize bet adsavet ar strollad marse, daoust ma veze sach-blev alies etre Cale ha Reed.