The Velvet Underground

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask


The Velvet Underground a zo ur strollad rock amerikan eus dibenn ar bloavezhioù 1960. Stag eo istor ar strollad ouzh hini ar Factory hag ouzh Andy Warhol. Er penn-kentañ e voe anavezet ar strollad e metoù underground New York, met gwall ledan eo e levezon : David Bowie, Joy Division hag ur bern arzourien all a zo bet levezonet gant The Velvet Underground. Temoù kanaouennoù ar strollad a zo stag ouzh ar pezh a zedenne Lou Reed : istorioù tud heñvelreizh, drammoù kalet, ar sadomasocherezh.


Taolenn

[kemmañ] Izili ar strollad

  • Lou Reed, kan, sonaozour pennañ, gitar (1965-1970)
  • John Cale, kaner, gitar boud, alto, piano, violoñs (1965-1968)
  • Sterling Morrison, gitar (1965-1970)
  • Maureen Tucker, taboulinoù (1965-1971). Anavezet dindan an anv Moe Tucker
  • Doug Yule, kan, gitar boud, taboulinoù, gitar (1968-1973)


Sonerien all o deus kemeret perzh en un doare dibad er strollad, er sonadegoù pe er studioioù :

  • Angus Maclise, taboulinoù (1965)
  • Nico, kan (1967)
  • Billy Yule, taboulinoù (1970)
  • Willie Alexander, taboulinoù (1970-1971)
  • Walter Powers, gitar boud (1970-1971)
  • Ian Paice, taboulinoù (1972)


[kemmañ] Istor ar strollad

An traoù a grogas e diwezh 1964, pa gejas Lou Reed gant ar c’hembread John Cale. Asambles e savjont ur strollad anvet The Primitives, hag a cheñchas anv meur a wech : The Warlocks, The Falling Spikes, hag, a-benn ar fin, , The Velvet Underground (diwar titl ur romant sado-maso). Ganto e voe ivez Sterling Morrison hag Angus MacLise.


[kemmañ] Penn-kentañ ar strollad

An demo kentañ a voe enrollet e miz Gouere 1965. E miz Du e voe paeet 75 dollar da Lou Reed, John Cale ha Sterling Morrison evit seniñ er Summit High School. Re a argant a oa evit Angus MacLise, hag e soñje dezhañ e vefe fin frankiz ar strollad, neuze e kuitaas ar strollad. Maureen Tucker a gemeras e blas. Diwar ali izili all ar strollad e tivizas seniñ en un doare dic’hortoz : war-sav hag hep simbalennoù. Goude-se e krogas ar strollad da dapout un tamm brud e New York.


[kemmañ] Exploding. Plastic. Inevitable.

Er memes bloavezh e kinnigas Paul Morrissey da Andy Warhol ober war-dro ar strollad. Neuze e krogjont da bleustriñ er Factory. Hervez Andy Warhol e vanke un ezel d’ar strollad : degemeret e voe neuze Nico, un top-model a vro Alamagn he doa bet tro da zont d’ar Factory a-raok. A-drugarez da vrud Warhol e tapas ar strollad ur gevrat gant Verve Records, un ti-embann stag ouzh MGM. E-pad ouzphenn bloaz e kemeras perzh ar strollad e Exploding. Plastic. Inevitable, un abadenn sonerezh ha filmoù bet ijinet gant Andy Warhol. E Norzh Amerika e troas ar strollad d’ar mare-se.


[kemmañ] The Velvet Underground and Nico

Pladenn gentañ ar strollad a voe enrollet e1966. Dont a reas a-benn Andy Warhol da lakaat Nico da ganañ 3 eus an 11 kanaouenn, daoust ma ne oa ket a-du Lou Reed. Golo ar bladenn a voe savet gant Andy Warhol. Ur vananezenn velen eo, dindan stumm ur pegsun. Ar pegsun a c’heller tennañ, ha dindanañ e weler ur vananezenn roz hag e lenner : “Peel slowly and see” (dibluskañ gorrek ha sellout). Un brud faos a lavare e oa LSD mesket gant peg ar pegsun. E miz Meurzh 1967 e teuas ar bladenn er-maez. Daoust d’ar pezh a vez lavaret e voe gwerzhet kentoc’h mat. Met bec’h a savas etre an ti-embann hag ur c’henlabourer da Warhol, neuze e voe tennet ar bladenn eus ar stalioù. Pa voe lakaet enno en-dro e oa bet disoñjet gant an dud, neuze e chomas dister ar werzh anezhi. Hervez kont en defe lavaret Brian Eno : “Marteze n’eus bet nemet 1000 den o prenañ pladenn gentañ ar Velvet, met ar 1000 den-se o deus krouet bep a strollad da c’houde.”

[kemmañ] White Light/White Heat

Stegnoc’h an traoù war eil pladenn ar strollad. War al leurenn e sone kreñv-spontus ar strollad ( sikouret eo gant ar merk ampli Vox), ha ar c’hanaouennoù a denne muioc’h-mui da daolioù-arnod. Evel ma lavaras John Cale e voe an eil albom un albom “a-enep ar vraventez”. Produet e voe gant Tom Wilson, ha ma kendalc’he ar strollad da zaremprediñ ar Factory en doa nebeutoc’h a liammoù gant Nico hag Andy Warhol. Dont a reas ar bladenn er-maez e miz Genver 1968, ha ne voe ket gwerzhet mat. Diaesoc’h e teuas an darempredoù etre Lou Reed ha John Cale da vezañ. Kenderc’hel a reas ar strollad da bleustriñ gantañ e-pad ur pennadig nemetken. En e blas e tegemeras Lou Reed ur soner yaouank levezonet da vat gant ar sevenadur pop, Doug Yule e anv.


[kemmañ] The Velvet Underground

Lou Reed en em gavas neuze e penn an traoù evit an trede pladenn. Honnezh, anvet The Velvet Underground nemetken (un arouez eo, evel ma krogfe ar strollad evit ar wech kentañ) a zeuas er-maez e miz Meurzh 1969. Kalz aesoc’h eo evit an div bladenn gentañ, hag enni e kaver tonioù kentoc’h folk. Ma’z eo brudetoc’h ar bladenn gentañ, ha ma lavarer alies eo bet an eil ul levezon bras evit ar sonerezh punk, e c’heller gwelout an trede hini evel ul levezon evit ur bern strolladoù pop pe lo-fi.


[kemmañ] Ar bladenn gollet

Kalz a abadennoù a reas ar Velvet e 1969 e norzh ar Stadoù-Unanet. Ouzhpenn 70 abadenn a voe, hag ur bern anezho a voe enrollet gant tud entanet gant ar strollad. Bloavezhioù goude e voe embannet an enrolladennoù e stumm bootleg pe en un doare ofisieloc’h (1969:The Velvet Underground ha The Quine Tapes). E-keit-se e voe nebeutoc’h-nebeutañ a zarempredoù etre ar Velvet hag e di-embann. Skarzhet e voe ar Velvet. Gant an ti-embann e chomas kalz enrolladennoù, un nebeud anezho a gaver war Loaded, pe war bladennoù kentañ Lou Reed. A-benn ar fin e vo adkavet ar c’hanaouennoù-se war div zastumadeg (VU hag Another View) bet embannet gant Verve Records embannet er bloavezhioù 1980.


[kemmañ] Loaded

Ur wech skarzhet gant e di-embann e sinas ar strollad ur gevrat gant Atlantic Records. Urzh an ti-embann a oa sklaer : sevel pladennoù leun a donioù a c’hallfe bezañ brudet (« loaded with hits »). Skuizh-marv e oa Lou Reed d’ar mare-se, goude un droiad hir. Fall e oa ivez e zarempredoù gant Steve Sesnick (manager ar strollad) ha gant Doug Yule (a felle dezhañ bezañ e penn ar strollad). War Loaded emañ kanaouennoù brudetañ ar Velvet. Ken skuizh e oa aet Lou Reed gant doareoù Doug Yule (degas a reas e vignoned hag e vreur da gemer plas Moe Tucker, rak dougerez e oa) ken e kuitaas Reed ar strollad d’an 23 a viz Eost 1970, a-raok ma teufe ar bladenn er-maez. Yule a brofitas evit cheñch ar bladenn, mont a reas zoken betek diverkañ mouezh Lou Reed war kanaouennoù zo. Ur miz war-lerc’h e teuas Loaded er-maez, ne voe ket gwerzhet mat. Lou Reed a lavaras e vefe bet disheñvel an traoù m’en defe graet war-dro, Doug Yule a lavaras diouzh e du n’en doa ket gellet kemmañ ar c’hanaouennoù dindan un amzer ken berr (war-dro ur miz).


[kemmañ] Squeeze

Berzh a reas div ganaouenn tennet eus Squeeze : Sweet Jane ha Rock and Roll. Doug Yule a ganas hag a sonas gitar e plas Lou Reed. Degemer a reas e vignon Walter Powers (gitar boud), ha e trojont e Europa. D’ar mare-se ez eas kuit Sterling Morrison hag e teuas da vezañ kelenner. E blas a voe kemeret gant Willie Alexander. Ar strollad a sonas er Rouantelezh-Unanet, en Izelvroioù hag er Stadoù-Unanet. Er memes koulz e lakaas Atlantic Records embann ur bladenn live, Live at Max’s Kansas City he zitl. Goude an droiad e Bro-Saoz e voe skarzhet Tucker, Powers hag Alexander gant Steve Sesnick. Sesnick a gendrec’has Yule da enrollañ ur pempvet albom evit Polydor. Neuze e voe echu Squeeze e 1972. Met ne oa ket mui ar Velvet gwir, rak e-keit-se e oa kroget Lou Reed, John Cale ha Nico da seniñ asambles e Londrez hag e Pariz. Ha ganto e oa spered ar strollad. N’eus koulz lavaret liamm ebet etre Squeeze ha pladennoù all ar Velvet. Biskoazh n’eo bet adembannet, nemet er bloavezhioù 1980 e Bro-C’hall. Alies e lavarer e oa Yule an hini a brofitas eus anv ar Velvet, koulskoude ez eo kentoc’h Steve Sesnick a zo kaoz, rak bountañ a reas Yule da implijout anv ar strollad, padal e felle da Yule seniñ dindan e anv dezhañ. Kenderc’hel a reas Yule da seniñ dindan anv ar Velvet betek miz Mae 1973.

[kemmañ] Ar strollad bodet en-dro

Ma ne oa ket mui darempredoù etre izili ar strollad e-pad ur pennad e cheñchas an traoù e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990. Reed ha Morrison o doa adskoulmet darempredoù, Reed ha Cale o doa savet ur bladenn da enoriñ Andy Warhol. Bodet e voe ar strollad en-dro e 1992. Ne vanke nemet Nico, marvet 4 bloaz a-raok, ha Doug Yule, peogwir ne felle ket da Reed ha Cale gwelout anehzañ. Meur a abadenn a reas ar strollad e Europa. Ur bladenn live (Live MCMXCIII he zitl) a voe enrollet e Pariz. Sañset e oa ar strollad da enrollañ un abadenn MTV Unplugged ivez, met ar raktres a chomas a-sav pa varvas Sterling Morrison e 1995.


[kemmañ] Hêrezh

Gwall verr eo bet buhez ar strollad : war-dro 3 bloaz, etre 1967 ha 1970. ne reas ket kalz a verzh, met tamm-ha-tamm e teuas da vezañ evel ur vojenn hag azeulerezh a savas tro-dro dezhañ. An azeulerezh-se a gendalc’h c’hoazh en deiz a hiziv. Alies e vez lavaret eo bet levezonet ar sonerezh punk gant ar Velvet, hag alies e lavarer zoken eo bet ar Velvet ar strollad punk kentañ. Koulskoude n’eo ket ken gwir ha se : tennañ a ra sonerezh ar strollad d’an taolioù-arnod a rae re all evel King Crimson, met diaes e gwelout ul liamm gant ar pezh a reas The Sex Pistols pe The Clash. Ma’z eo punk ar strollad ez eo abalamour da draoù all : doare Moe Tucker da seniñ tabloulinoù, doare Nico da ganañ, doare John Cale da seniñ violoñs hag ivez temoù ar c’hananouennoù. Menegomp ivez emzalc’h ar strollad dre vras : o sonerezh a oa gwall zisheñvel diouzh ar pezh a rae ar strolladoù all er memes koulz, dedennet e oant gant tuoù du personelezh mab-den. Sur eo emañ Iggy Pop e-touez ar re bet levezonet ar muiañ gant The Velvet Underground.