Vallenato
Ar vallenato zo un doare-seniñ eus Colombia, ha da gentañ-penn eus arvor ar Mor Karib.
Taolenn |
Douaroniezh [kemmañ]
Kavell ar sonerezh a vije proviñs kozh Padilla , (hiriv kreisteiz La Guajira, hanternoz Cesar ha reter Magdalena) hag un doare damzisheñvel eus Bolívar, Sucre ha Córdoba. Hiziv avat eo un doare-seniñ broadel er vro, ha klevet e vez kenkoulz all bremañ e Venezuela, Panamá , Ecuador ha Mec'hiko.
Orin [kemmañ]
Dont a ra an anv eus El Valle (an draonienn), dre ma teufe ar vallenato eus kêr Valledupar (diwar Valle de Upar).
Liesdoare [kemmañ]
Meur a zoare vallenato zo, ken e vez lavaret an anv-se un tamm eus n'eus forzh petra gant ma vo akordeoñs e-barzh. Koulskoude, hervez ar c'hiz kozh , n'eus nemet pevar doare : ar paseo, merengue, puya ha son. Levezonet eo an tonioù-se gant luskoù karib hag afrikan koshoc'h egeto, gwrizioù spagnol zo ivez. Eus ar meskaj ez eus deuet ur sonerezh a zo broadel, hervez kalz a dud er vro, kenkoulz evel cumbia.
Kanerien [kemmañ]
Sed un nebeud kanerien vallenato: Guillermo Buitrago, Alejo Duran, Enrique Díaz, Diomedes Díaz, Emiliano Zuleta, Luis Enrique Martínez, Abel Antonio Villa ha Lorenzo Morales.