Emiliano Zuleta

Eus Wikipedia

Emiliano Antonio Zuleta Baquero (La Jagua Del Pilar, La Guajira, 11 Genver 1912 - Valledupar, Cesar, 30 Here 2005) a oa ur sonaozour, akordeoñser, ha kaner kolombian, en doare vallenato.

Tad eo da Emiliano Zuleta Díaz, kaner.

E 1938 e voe embannet e bennoberenn La Gota Fría, ur ganaouenn diwar-benn un tabut gant Lorenzo Morales. Bloavezhioù goude e voe kanet ivez gant Carlos Vives ha gant Julio Iglesias hag int-i a reas berzh bras ganti er bed spagnolek, goude ma'z eo chomet peuzdianav er bed gallek.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]