Cumbia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kouer eus Panama o seniñ cumbia gant ar violin.
Merc'hed o tañsal ar c'humbia.

Cumbia zo un doare sonerezh-pobl eus Colombia ha Panama. Un dañs eo ivez.

Ganet eo war aod ar Mor Karib, diwar meskañ sonerezh henvroiz, Kentamerikaned anezho, hini sklaved eus Afrika ha hini ar Spagnoled e Pocabuy, e kanienn Momposina.

Ur c'haner hag ur violin a veze da gentañ, un akordeoñs a vez . Un arouez broadel eo deuet da vezañ, e Colombia, evel ar vallenato.

Bremañ e vez sonet ivez e broioù all: Perou, Arc'hantina, Mec'hiko. Ha sonet e vez ivez gant lazoù salsa. E broioù an Andoù eo brudetoc'h eget ar salsa zoken.[1]

Eus ar c'humbia e teu luskadoù all evel ar porro, ar gaita, ar chalupa, ar bullerengue, ar garabato, ar chandé, an tambora, ar berroche, ar paseo, ar son, ar puya, entre un toullad re all. Meur a stumm disheñvel zo eus ar c'h-cumbia, hervez ar rannvroioù : cumbia sampuesana, soledeña, cienaguera, momposina, sanjacintera, cartagenera, cereteana, magangueleña, entre re all.

Tecnocumbia[kemmañ]

Komz a reer ivez eus tecnocumbia, gant binvioù tredan hag elektronek.

Notennoù[kemmañ]

  1. Luis Vitale. Música popular e identidad Latinoamericana.