Diomedes Díaz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Diomedes Diaz, en amzer e yaouankiz hag e yec'hed

Diomedes Dionisio Díaz Maestre, anavezet ivez evel "El Cacique de la Junta" (La Junta, San Juan del Cesar, La Guajira, 26 a viz Mae 1957 - Valledupar, 22 a viz Kerzu 2013) a oa ur c'haner-saonaozer brudet eus Colombia, hag unan eus kanerien veur an doare vallenato, en desped d'e zoug d'ar c'hokain, d'e vignoned trafikerien, ha d'e brosezioù.

Milionoù a bladennoù en deus gwerzhet en Colombia ha Venezuela, ha gounezet en deus meur a bladenn aour ha platin, gant e ganaouennoù evel «Tres canciones», «Bonita», «Mi primera cana» pe «Sin ti», pe o kanañ sonioù tud all evel «Sin medir distancias», «Tú eres la reina», «Amarte más no puedo», «Todo es para ti», «Lo más bonito», «Lluvia de verano», «La Juntera», e-touez re all. En 2010 en doa bet ur Grammy Latino er rummad Cumbia/Vallenato.


Muntr[kemmañ]

E Mae 19967 e voe gwallet ha muntret ur plac'h yaouank, Doris Adriana Niño, en e ranndi e Bogotá, e-kerzh un nozvezh bambocherezh, gant boeson ha kokain. Kavete voe he c'horf war ar maez, nepell diouzh ar gêr-benn.

Tec'hel a reas rak ar polis. Goude e lavaras en doa tapet Sindrom Guillain-Barré. Meur a vloaz en deus kanet gant an akordeoñser Juancho Rois.


Buhez personel[kemmañ]

Diomedes Díaz en deus bet 28 bugel anavezet digant 11 maouez[1].

Notennoù[kemmañ]

  1. Las mujeres en la vida de Diomedes Díaz, hervez ar gazetenn El Heraldo

Lennadurezh[kemmañ]

  • Gustavo Bolívar Moreno (1998). El Cacique y la reina: La verdad sobre la muerte de Doris Adriana Niño. ISBN 9583308404.

Liammoù diavaez[kemmañ]