Unaniezh Utrecht

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn eus an Izelvroioù hag Unaniezh Utrecht (1579)

Unaniezh Utrecht (Unie van Utrecht e nederlandeg) zo un emglev, sinet d’an 23 a viz Genver 1579 en Utrecht etre seizh proviñs eus hanternoz an Izelvroioù a oa betek neuze e dalc’h Spagn.

Unaniezh Utrecht a oa un emglev etre Holland, Zeeland, Utrecht, Gelderland, Overijssel, Groningen ha Friz, proviñsoù protestant anezho. Ur respont e oa da Unaniezh Arras, un emglev a oa bet sinet a-raok etre proviñsoù katolik eus kreisteiz an Izelvroioù, a embanne o harp da Spagn.

Unaniezh Utrecht zo diazez Republik ar Seizh Izelvro Unanet, na voe anavezet da vat gant Spagn ha gant ar broioù all nemet e 1648, pa voe sinet Peoc'h Westfalia a lakae fin d’ar Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz. E 1581 e voe sinet gant proviñsoù Unaniezh Utrecht, dizalc’h diouzh yev Spagn, Akta Den Haag, ur skrid ma veze embannet savidigezh Republik ar Seizh Izelvro Unanet.