Tracy Chapman

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tracy Chapman

Tracy Chapman, ganet d'an 30 a viz Meurzh 1964 er Cleveland (Ohio, Stadoù-Unanet) 'zo ur ganerez amerikan. Emañ o chom e San Francisco, disrannañ a ra mat avat he buhez personel ha micherel. Skrivañ a ra kanaouennoù stourm (Talkin' Bout A Revolution, an hini anavezetañ anezhe) pe hiniennel-tre, o vont gant he gitar a-dreuz doareoù muzik disheñvel: folk, rock, reggae. E-touezh he c'hanaouennoù all, Fast Car, Baby Can I Hold You, Give Me One Reason ha Telling Stories a zo brudet ivez.

Embannet he deus 8 albom evit poent hag ur best of. Titl he 8vet pladenn zo Our Bright Future. Gwerzhet he deus 18 milion pladenn dre ar bed.

Albomoù [kemmañ]

  • 1988: Tracy Chapman
  • 1989: Crossroads
  • 1992: Matters of the Heart
  • 1995: New Beginning
  • 2000: Telling Stories
  • 2001: Collection, (best of)
  • 2002: Let It Rain
  • 2005: Where You Live
  • 2008: Our bright future

Liammoù [kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.