Reggae
Reggae a reer eus doare sonerezh brudetañ Jamaika. Hiziv an deiz eo brudet er bed a-bezh : ouzhpenn bezañ ul luskad sonerezh ez eo ur sevenadur dibar. Peurliesañ e vez liammet ar reggae ouzh al luskad Rastafari, hag a zo ivez a orin eus Jamaika. Hiziv an deiz ez eo deuet da vezañ ur sonerezh hollvedel, evel m'en doa c'hoantaet Bob Marley.
Orin ar reggae
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn ar bloavezhioù 1960 eo bet krouet ar reggae diwar meur a seurt sonerezh all : emdroadur ar ska hag ar rocksteady, hag ivez sonerezh an inizi Karib (mento ha calypso). Ennañ ez kaver ivez levezon ar Rhythm and blues, ar jazz hag ar soul music (d'ar mare-se e oa diouzh ar c'hiz sonerezh SUA e Jamaika). Hag ivez levezon sonereh Afrika, hini al luskad rasta hag ar c'hanaouennoù nyabinghi, ma'z implijer taboulinoù 'vez implijet ivez e lidoù Burru.
Emdroadur ar reggae
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kerkent ha krouet e Jamaika e kemmas ar reggae : Giz ar Rocksteady, a oa anezhañ a-raok ar reggae, a echuas e 1968
- 1968 - 1970 : early reggae : lusk prim, diwar levezon ar sonerezh mento, perzh bras gant ar gitar boud
- 1970 - 1976 : one-drop : lusk kreiz, dastalm gorrekoc'h ar sklattaboulin war an 3de pred
- 1977 - 1980 : rockers pe stepper gant 4 fred lusket gant an taboulinoù, ha nerzh gant lusk ar sklattaboulin
- 1981 : early dancehall pe rub-a-dub : lusk gorrek, perzh bras gant ar gitar boud hag an taboulinoù (toumpiell er pred kentañ ha sklattaboulin en 3de hini)
- 1985 : early digital : dastalm prim, savet penn-da-benn gant binvioù elektronek