Trá Lí

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ul liorzh leun a roz e kreiz kêr Trá Lí, dirak iliz Sant Yann.

Trá Lí (Tralee e saozneg) zo ur gêr eus Iwerzhon, e gwalarn kontelezh Ciarraí, war an aod. Kêr-benn ar gontelezh eo Trá Lí, hag ar gêr vrasañ enni. E 2006 e oa 22 744 a dud o chom enni.

Savet e voe kêr en XIIIvet kantved. Dont a ra an anv eus ar gerioù iwerzhonek "trá", traezh, traezhenn, aod, ha "Lí", anv ur stêr. Brudet eo Trá Lí abalamour d'ar gouel "Rose of Tralee" a vez aozet eno bep bloaz e dibenn miz Eost da zilenn ur gaerenn, a vez lesanvet "rozenn Trá Lí".

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.