Baile na nGall

Eus Wikipedia
Baile na nGall

Baile na nGall zo ur gêriadennig e Corca Dhuibhne, e kontelezh Ciarraí, en Iwerzhon. Diskaret eo bet an anv saoznek Ballydavid gant an Acht na dTeangacha Oifigiúla 2003 (Official Languages Act 2003 e saozneg). Baile na nGall a vez implijet neuze ez-ofisiel. Kavout a reer eno Caisleán Ghallarais (kastell Ghallarais), un tour bet savet er XVvet kantved nepell diouzh ti-pediñ Ghallarais (Séipéilín Ghallarais en iwerzhoneg, Gallarus Oratory e saozneg), bet dizoloet e 1756. 1km zo etre an tour hag al loch-pediñ.