Cathair Saidhbhín

Eus Wikipedia
Cathair Saidhbhín.
An Old Barracks Heritage Centre.

Cathair Saidhbhín (saozneg: Cahersiveen) zo ur gêr e mervent Iwerzhon, e kontelezh Ciarraí, en Uíbh Ráthach, nepell diouzh Dairbhre.

1 294 annezad a oa o vevañ eno e 2006.

Un iliz katolik zo e kêr ha roet eo bet dezhi anv un den lik, Daniel O'Connell; ar wech nemeti en Iwerzhon. Emañ war ribl ar stêr Fertha. Ur c'hazarn kozh eus Constáblacht Ríoga na hÉireann (Polis Roueel Iwerzhon) a zo ivez e kêr. Deuet eo da vezañ ur mirdi bremañ hag a servij evit diskouezadegoù diwar-benn istor ar vro; an Old Barracks Heritage Centre eo anvet.

Tud dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Hugh O'Flaherty, beleg iwerzhonat ha stourmer a-enep an Nazied e Roma, douaret e Cathair Saidbhín.

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.