Brosnach

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Brosnach (saozneg: Brosna) zo ur gêriadenn eus bro Iwerzhon, e kontelezh Ciarraí. 16 km zo etre Brosnach hag Oileán Chiarraí. 1 200 den a oa o vevañ eno e 2006.

Armerzh ar gêriadenn a zo diazezet war ar gounezerezh dreist-holl. Div iliz, div skol, un ti-post ha pemp tavarn a c'heller kavout e Brosnach.

[kemmañ] Douaroniezh

Teir stêr zo o mammenn e Brosnach: ar Clydagh, ar Braonach hag ar Munster Blackwater. Menez Eagle eo beg uhelañ ar gêriadenn. E baroniezh Trughanacmy emañ.

Ur menez all zo, menez Crochaun, gant un uhelder a 430 metrad. Bevennet eo harzoù Brosnach gant reoù kontelezh Korkig ha kontelezh Luimneach.


Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all