Touchennaoueg (urzhiataerezh)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er stlenneg, un douchennaoueg a zo un drobarzhel enkas (Input device), savet diwar skouer ar mekanik-skrivañ, a implij ur genaozadenn a douchennoù a za en-dro evel spanerien. Un douchennaoueg he deus normalamant arouezioù engravet pe moulet war an touchennoù ha pep arouez a glot peurvuiañ gant un arouez skrivet. Hogen, evit skrivan arouezioù 'zo eo ret pouezañ war meur a douchenn asambles, pe da-heul. Lodenn brasañ touchennoù an douchennaoueg a grou lizherennoù, sifroù pe arouezioù all. Touchennoù all pe ur genaozadenn anezhe a c'hell produiñ oberiadurioù spesius evit an urzhiataer.

En un implij boutin, an douchennaoueg a vez implijet da vizskrivañ testennoù pe niverennoù en ur poellad. En un urzhiataer modern, oberadurioù an touchennoù a vez peurvuiañ meret gant ar poellad implijet. Touchennaoueg un urzhiater a enroll pep pouezadenn war an touchennoù evit kas an elfenn d'ar poellad implijet. An touchennaouegoù a zo ivez implijet er c'hoarioù video war urzhiataer, gant touchennoù ispisial evit c'hoari, pe get. Un douchennaoueg a vez peurvuian implijet a-benn reiñ urzhioù d'ar reizhad korvoiñ, evel "Ctrl-Alt-Suppr", war Windows, a zigor ar merour tachennoù.

Istor[kemmañ]

An touchennaouegoù urzhiataerezh nevez a zo deuet er-maez e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960, er memes koulz hag ar c'hentañ reizhadoù korvoiñ implijabl e linennoù urzhiañ.

E fin ar bloavezhioù 1970, ar testenn a gemer muioc'h a bouez er roadennoù, hag an touchennaouegoù a zo cheñchet hervez ar yezhoù, pe gant ar saverien, pe gant embregerezhioù lec'hel (ne oa nemet da deviñ memor ROM ha serigrafiezh un nebeud touchennoù).

An touchennaouegoù urzhiataerezh a zo dammheñvel dre an neuz pe ar mont-en-dro, da touchennaouegoù ar mekanikoù skrivañ a-benn chom hep trubuliañ an implijerien. Er bloavezhioù 1980, pep urzhiataer familh en doa un touchennaoueg enbarzhet er unvez kreizh. Talvezout a rae e oa un touchennaoueg disheñvel gant pep urzhiataer. Koulskoude, spesiusderioù broadel a zo deuet da-well.

An touchennaoueg PC a zo bet adkemmeret gant IBM, heuliet gant holl ar saverien, hervez Yves Neuville[1], hag en deus roet ar reolad ISO o reoliñ perzh an touchennaouegoù. An touchennaouegoù o vont-en-dro gant Mac OS ha Sun a zo bet savet gant an embregerezhioù o-unan (Apple ha Sun).

Touchennoù a zo bet ouzhpennet goude-se : pavez niverel, touchennoù fonksion, touchennoù multimedia.

Lodenn brasañ an touchennaouegoù urzhiataer war ar marc'had a zo touchennaouegoù "eeun". An anv-mañ a zo touellus dre m'eo o stumm un derevadur eus ar mekanikoù skrivañ hag al linennoù touchenn a zo dilerc'hiet e daou zoare : lodenn an nec'h a zo muioc'h a-gleiz e-keñver touchennoù an traoñ, e-stumm ur skalier eo. Ar stumm-mañ a zo anavezet evit nompas bezañ ergonomek. Stummoù disheñvel nevez a ginnig touchennaouegoù plad evel reoù an urzhiataeroù hezoug, lec'h m'eo lakaet an touchennoù en ur stummm taolenn, ha ket e diri, touchennaouegoù savet evit bizskrivañ gant un dorn pe c'hoazh touchennaouegoù gant un nebeut a douchennoù o vont en-dro dre klotennoù, evit ar braille.

An touchennaouegoù a cheñch neuz o kemer stummoù disheñvel evit klotañ gant an "urzhiataeroù" nevez : touchennaouegoù ar pellgomzerioù hezoug, e stumm lankerien, skrammoù stekiñ war ur bern objedoù elektronek, ouzhpennadur troadikelloù evit aesaat ar bizskrivañ. En industriezh, implijet e vez touchennaouegoù lieseurt-tre war ar mekanikoù skoazellet gant urzhiataer.

Doareoù[kemmañ]

Boutin[kemmañ]

An touchennaouegoù boutin evit urzhiataeroù burev, evel an douchennaoueg voaz gant 101 pe 104 (hini Windows) touchenn, o deus arouezioù alfabetek, poentaouiñ, sifroù ha touchennoù merañ.

Urzhiataer hezoug[kemmañ]

An touchennaouegoù war an urzhiataeroù hezoug (laptop) o deus ur spas bihanoc'h etre an touchennoù ha gant un niver bihanaet. N'o deus touchennaoueg niverel ebet, hag an touchennoù merañ a c'hell bezañ lec'hiet e lec'hioù disheñvel hervez ar merk.

Touchennaoueg un urzhiataer hezoug (Laptop)

C'hoari ha multimedia[kemmañ]

An touchennaouegoù gant touchennoù ouzhpenn, ever an touchennagoù liesvedia, o deus touchennoù ispisial evit mont d'ar sonerezh, internet, ha poelladoù all implijet alies.

Touchennaoueg gant 105 touchenn[kemmañ]

Aozadur lodenn brasañ an touchennaouegoù urzhiataerezh a zo lezennet gant an norm ISO 6662. An norm-se a zo disoc'h labourioù kroget e 1984 gant Aozadur gall an normalizadur (Association française de normalisation) (AFNOR) dindan ren Bernard Vaucelle, ha gant goulenn Alain Soulomnia[2]. Ur bern darvoudoù o deus lakaet da baouez an aktivelezh-mañ. Adkemeret e vo al labourioù d'ar skeul etrevroadel gant ar vrasañ tud a vicher, e Berlin e 1985. Echuet ei bet en Aozadur Etrevroadel an Normalizadur (AEN pe ISO e galleg) dindan renadur Yves Neuville[1].

Niver an touchennoù hag o plas a zo disheñvel hervez ar vro pe at yezh komzet, met un touchennaoueg urzhiataer bureveg en deus atav un tamm muioc'h eget 100 touchenn (102 e Frañs evit ar PC diazez, met gant ar re nevez-deuet er-maez e vez tizet 105 touchenn). Plas an touchennoù lizherennoù a zo ar memes hini eget ar mekanikoù skrivañ.

Touchennoù ispisial[kemmañ]

Touches Ctrl, Windows ha Alt war un touchennaoueg kenglotus PC
Touches Ctrl, dibarzh (pe Alt) ha urzhiañ (ivez aval pe apple) war un touchennaoueg Macintosh

  1. 1,0 1,1 Yves Neuville, Le clavier informatique et bureautique, Cedic-Nathan, 1985.
  2. Rapport Perspectives de l’Informatique dans l’administration Patrom:P.72 - La Documentation française, 1983