Titteya

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Titteya
Male Cherry Barb 700.jpg
Puntius Titteya
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Actinopterygii
Urzhiad : Cypriniformes
Kerentiad : Cyprinidae
Genad : Puntius
Anv skiantel
Puntius Titteya
Linnaeus, 1758
spesadoù all :
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png


Ur pesk eus familh ar Cyprinidae eo an titteya. E Sri Lanka e vez kavet dreist holl daoust ma'z eus poblañsoù aet kuit eus akwariomoù e Mec'hiko hag e Kolombia. Ur pesk akwariom boutin eo. Emporzhiet e oa e Europa evit ar wech kentañ gant an embregerezh W. Odenwald e 1936.

Livadur[kemmañ]

Ur pesk bihan eo (war-dro 5 cm) gant ur c'horf krenndev. Ar barezed a zo louet-gell o liv gant ul linenn a-blaen o redek eus al lost betek ar penn. Ar piri a zo ruz, dreist hol pa emaont o rutiñ.

Annez[kemmañ]

E stêrioù ha gouerioù an izeldirioù e vev an titteya. Plijout a ra doureier sioul gant ur strudaj fetis hag ur PH etre 6,5 ha 7,5. Gwrezder a dle bezañ etre 23°C ha 26°C.

Gouennadur[kemmañ]

Dozviñ a ra an titteya war dro 300 vi er strudaj. Kalz vioù a vez debret gant ar c'herent hag aliet e vez d'o zennañ kuit goude an dozvaden ma fell dezhor gouennañ ar spesad e akwariom.

Emzalc'h[kemmañ]

Ur pesk peoc'hek eo an titteya zoken ma c'hell ar piri bezañ argadus etrezo. N'int ket abeg da c'hloazadennoù an emgannoù-se, avat. Debriñ a ra amprevaned vihan ha kretenegion. En ereoù e c'heller e tegemer boued sec'h.


Lennadurezh[kemmañ]

Atlas de l'Aquarium, Hans A Baensc & Rüdiger Riehl, Mergus 2002.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Gwelet ivez[kemmañ]

listenn pesked akwariom