Thomas Woolner

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Thomas Woolner (17 a viz Kerzu 1825 e Hadleigh, Suffolk7 a viz Here 1892) a oa ur c'hizeller hag ur barzh saoz.

Unan eus krouerien ar Vreuriezh rakrafaelour e voe e 1848. Woolner a zeskas gant ar c'hizeller William Behnes hag azalek 1843 e voe diskouezet e oberennoù er Royal Academy.

Sir Stamford Raffles e Singapour, eilenn an delwenn savet gant Woolner

Dedennet e oa Woolner gant ar glasegezh, ar pezh ne glote ket gant ar peurrest eus ar rakrafaelourien, hag a oa troet war ar Grennamzer. A-du e save memes tra ganto evit a selle ouzh sellout pizh ouzh an natur. Dre ma ne zeue ket a-benn da c'hounit e damm gant e oberennoù e tivoras da Aostralia e 1852, met a-benn ar fin e tistroas d'ar Rouantelezh-Unanet, m'en en stalias evel kizeller ha gwerzher oberennoù arzel. A-drugarez d'e chomadenn en Aostralia e voe goulennet gantañ sevel delwennoù d'ar c'habiten Cook ha da Sir Stamford Raffles, hag eñ krouer Singapour. The Civilisation ha Virgilia eo e oberennoù brudetañ ha gwellañ, ma weler e varregezhioù dibar war ar c'hizellañ.

Woolner a voe dilennet er Royal Academy e 1875 hag ar c'hizellañ a gelennas etre 1877 ha 1879.

Brudet e voe ivez evel barzh. Unan eus e varzgonegoù kentañ, My Beautiful Lady e ditl, a zo ennañ levezon al luskad rakrafaelour. En oberennoù a skrivas da-heul, evel Pygmalion, Silenus ha Tiresius, e weler levezon ar glasegezh hag an orgederezh. Woolner a oa mignon da Alfred Tennyson, ha sevel a reas patrom ar barzhoneg Enoch Arden. Ken skoet e voe Charles Darwin gant poellad Woolner diwar-benn korfadurezh mab-den ken e tibabas envel Woolnerian Tip ul lodenn eus ar skouarn, diwar ur perzh eus un delwenn da Buck (an dudenn ijinet gant Shakespeare) savet gant Woolner.

Thomas Woolner a varvas trumm d'an oad a 67 vloaz. E wreg, Alice hec'h anv, a varvas e 1912. O mab, Hugh e anv, a zeuas eus New-York a-benn kemer perzh en obidoù. E bourzh an Titanic e veajas, ha dreistvevañ a reas.[1]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Notennoù[kemmañ]

  1. [1]