Sparted
Ar Sparted, pe Spartoi (Σπαρτοί e gregach, da lavarout eo tud hadet, eus ar verb σπείρω, speírō, hadañ) a oa ar pemp bugel a oa ganet eus dent an aerouant a oa bet hadet gant Kadmos, roue diazezer kêr Tebai. Kontet e oant da vout bugale Ares.
Kroget e vijent d'en em gannañ an eil a-enep d'egile kerkent hag anadet ha ne vanas nemet pemp anezhe. Hervez Ferekide Athen ez eo Kadmos o lakaas d'en em gannañ an eil re a-enep ar re all o teurel ur maen oute. Ne chomas nemet :
- Ec'hion (henc'hresianeg Ἐχίων Ekhίôn, « mab an naer » e gregach) ;
- Oudaios (Οὐδαῖος Oudaĩos, « deuet e-maez an douar») ;
- C'htonios (henc'hresianeg Χθονίος / Khthoníos, « a ya dindan an douar ») ;
- Hiperenor (henc'hresianeg Ὑπερήνωρ / Uperếnôr}}, « dreistden ») ;
- Peloros (henc'hresianeg Πέλωρος Pélôros, « bras-spontus»).
Sikour a rejont Kadmos neuze da sevel Tebai ha dont da vezañ hendadoù tiegezhioù nobl ar geoded. Ec'hion a zeuas zoken da vezañ mab-kaer Kadmos, o timeziañ gant e verc'h, Agave. Dont a reas dezhe ur bugel anvet Penteus a gemeras lerc'h Kadmos war dron Tebai.
Epaminondas a ziskenne anezho, hervez Paosanias, hag abalamour da se e touge arouez an aerouant.