Pentheüs

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pentheüs, mab Agave, drailhet gant e vamm (Agave) hag e voereb Ino. Dremm ruz attek war golo ul lekanis (bolenn koavon-dremm) , war-dro 450-425 BCE (mirdi al Louvre).

Pentheüs (Πενθεύς / Pentheús e gregach, da lavarout eo « poan, glac'har ») a oa mab da Ec'hion, ar c'hreñvañ eus ar Spartoi, ha da Agave, merc'h d'ar roue Kadmos ha d'an doueez Harmonia, e mojennoù Hellaz kozh.
Roue Thebai e voe war-lerc'h e dad-kozh Kadmos.

Ar vojenn[kemmañ]

Kozh e oa erru ar roue Kadmos ha c'hoantaat a reas lezel e c'halloud gant e vab-bihan Pentheüs.
Pa zistroas an doue Dionisos eus e veaj da Vro-Indez hag e teuas en e rouantelezh e klaskas ar roue Pentheüs enebiñ ouzh lidoù kevrinek an doue. Ma savas droug e Dionisos. Pedet e voe Pentheüs gantañ da arvestiñ ouzh trelaterezh merc'hed Tebai.

Pa voe diskoachet Pentheüs en ur wezenn, war ar menez Kiteron, gant ar merc'hed dirollet, ha kemeret ganto evit ul loen ferv, e voe lazhet ha dibezhiet e gorf gant e vamm hag he c'hoarezed, Ino hag Autonoe. Troc'het e voe e benn outañ gant Agave ha ne gomprenas nemet ur pennad goude pegen euzhus e oa he zorfed.

Sed an istor a zo kontet e pezh Euripides, Βάκχαι (Bakc'hai), anavezet ivez evel ar Bakantezed.

Hervez Paosanias e oa skeudennoù, kizellet e koad ar wezenn ma edo Pentheüs o kuzhat, a veze enoret gant tud Korintos diwar ali orakl Delfi.

Ur mab en dije bet, Menoikeüs e anv, dianav e vamm, hag a vije bet tad da Greon ha Iokaste.

Gwelout ivez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.