Skritur tamilek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur skritell e tamileg: "Bezañ debrer-geot a vez diouzh ar c'hiz atav"

Un abugida eo ar skritur tamilek diorroet, evel an darn vrasañ eus an doareoù-skrivañ implijet en India diwar ar skritur bramek (brahmi) ha tost-tre o stumm hag o mont-en-dro d'an devanagari.

Ur yezh dravidek eo a tamileg ha daoust ha ma vez implijet gantañ ur skritur kar d'an devanagari diorroet er penn-kentañ evit skrivañ yezhoù indez-europek evel ar sañskriteg ez eo ar yezh disheñvel-tre diouzh an eil re-se.

En abugida tamilek ez eus he 12 vogalenn ha 18 kensonenn. O kontañ an arouez ispisial anvet aaytha ezutthu ez eus 247 lizherenn diazez ha kevrennek en holl.

Isrannet e vez ar vogalennoù e tri rumm:

Isrannet e vez ar c'hensonennoù e tri rumm gant 6 kensonenn e pep hini anezhe:

  • vallinam - "kalet"
  • mellinam - "blot" pe friet
  • idayinam - "etre-daou"

N'eus er skritur tamilek na liziherenn gevrenneg ebet na kensonennoù mouzhiet ha c'hwezhet (kv. devanagari).

An abugida tamilek[kemmañ]

Kensonennoù diazez[kemmañ]

Graet e vez ivez lizherennoù "korf" (mei) eus ar c'hensonennoù.

Kensonenn Treuzlizherennadur Rumm Distagadur (IPA)
க் k vallinam [k], [g], [x], [ɣ], [h]
ங் mellinam [ŋ]
ச் c vallinam [ʧ], [ʤ], [ʃ], [ʒ]
ஞ் ñ mellinam [ɲ]
ட் vallinam [ʈ], [ɖ], [ɽ]
ண் mellinam [ɳ]
த் t vallinam [t̪], [d̪], [ð]
ந் n mellinam [n]
ப் p vallinam [p], [b], [β]
ம் m mellinam [m]
ய் y idaiyinam [j]
ர் r idaiyinam [ɾ]
ல் l idaiyinam [l]
வ் v idaiyinam [ʋ]
ழ் ẓ, ḻ, ṛ idaiyinam [ɹ]
ள் idaiyinam [ɭ]
ற் ṟ, R vallinam [r], [t], [d]
ன் ṉ, N mellinam [n]

Kensonennoù evit treuzskrivañ yezhoù all[kemmañ]

Bez' eus eus ivez un nebeut lizherennoù ispisial anvet "grantha" implijet evit treuzskrivañ gerioù o tont eus ar sañskriteg dreist-holl, hag eus ar saozneg a-wechoù ivez.

Kensonenn Treuzlizherennadur Distagadur (IPA)
j [ʤ]
[ʂ]
s [s]
h [h]
க்ஷ kṣ [kʂ]

Ar vogalennoù[kemmañ]

Great e vez ivez "lizherenn an ene" pe "ar vuhez" (uyir) eus ar vogalennoù. E pep lizherenn ez eus ur gensonenn hag ur vogalenn dre ma'z eus un abuged eus ar skritur tamilek. Pep lizherenn a-seurt-se a vez graet ul "lizherenn vev" (uyirmei) anezhi, da lâret eo gant ur c'horf kensonennel hag un ene vogalennel.

Ar vogalennoù distag[kemmañ]

Vogalenn distag Treuzlizherennadur Distagadur (IPA)
a [ʌ]
ā [aː]
i [i]
ī [iː]
u [u], [ɯ]
ū [uː]
e [e]
ē [eː]
ai [ʌy]
o [o]
ō [oː]
au [ʌʋ]

Ar vogalennoù stag[kemmañ]

Amañ diskwelet gant ar gensonenn "k".

Gant vogalenn stag Treuzlizherennadur Distagadur (IPA)
ka [kʌ]
கா [kaː]
கி ki [ki]
கீ [kiː]
கு ku [ku], [kɯ]
கூ [kuː]
கெ ke [ke]
கே [keː]
கை kai [kʌy]
கொ ko [ko]
கோ [koː]
கௌ kau [kʌʋ]

Gwelet ivez:[kemmañ]

Liammoù diavaez:[kemmañ]