Skritur malayalamek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur skritell e malayalameg: "Bezañ debrer-geot a vez diouzh ar c'hiz atav"

Un abugida eo ar skritur malayalamek diorroet, evel an darn vrasañ eus an doareoù-skrivañ implijet en India diwar ar skritur bramek (brahmi) ha tost-tre o stumm hag o mont-en-dro d'an devanagari.

Tost-tre eo stumm ar skritur hag ivez ar yezh hec'h-unan eus an tamileg, met muioc'h a fonemennoù ez eus er malayalameg. Ur yezh dravidek eo ar malayalameg ha daoust ha ma vez implijet gantañ ur skritur kar d'an devanagari diorroet er penn-kentañ evit skrivañ yezhoù indez-europek evel ar sañskriteg ez eo ar yezh disheñvel-tre diouzh an eil re-se.

Isrannet e vez al lizherennoù en abigida e daou rumm: ar vogalennoù (swaram) hag ar c'hensonennoù (vyanjanam).

Setu taolenn al lizherennoù:

Ar vogalennoù
Lizherenn Sin ar vogalenn Vogalenn gant [p] Anv Distagadur Notennoù
  (pa) A a 'a' berr
പാ (pā) AA 'a' hir
ി പി (pi) I i 'i' berr
പീ (pī) II long 'i'
പു (pu) U u 'u' berr
പൂ (pu) UU 'u' hir
പൃ (pr̥) R vogalennek  
      L vogalennek   ne vez ket implijet ken
പെ (pe) E e 'e' berr
പേ (pē) E 'e' hir
പൈ (pai) AI ai  
പൊ (po) O o 'o' berr
പോ (pō) OO 'o' hir
പൌ (pau) AU au  
Ar c'hensonennoù
Lizherenn Anv Treuzlizherennadur Distagadur (IPA)
KA k k
KHA kh kh
GA g g
GHA gh gɦ
NGA n̄ or ng ŋ
CA c
CHA ch h
JA j
JHA jh ɦ
NYA ñ pe ny ɲ
TTA ṭ pe tt ʈ
TTHA ṭh pe tth ʈh
DDA ḍ pe dd ɖ
DDHA ḍh pe ddh ɖɦ
NNA ṇ pe nn ɳ
TA t
THA th h
DA d
DHA d ɦ
NA n
PA p p
PHA ph ph
BA b b
BHA bh bɦ
MA m m
YA y j
RA r
LA l l
VA v ʋ
SHA ś or sh ɕ
SSA ṣ or ss ʃ
SA s s
HA h ɦ
LLA ḷ or ll ɭ
LLLA ḻ or lll ɹ
RRA ṟ or rr r

Ne vez graet diforc'h ebet etre lizherennoù bras (pe "lizherennoù pennañ") ha lizherennoù bihan.

Implijet e vez skrapoù ispisial (vogalennoù stag) staget ouzh al lizherennoù silabennek diazez evit diskwel penaos e rank bezañ distaget ar vogalenn da heul ar gensonenn diazez. A-hend-all ez vez distaget "a" atav ar vogalenn er gensonenn silabennek diazez nemet e vefe mutaet gant ur sin ispisial.

Sinoù all
Sin Anv Talvoud
virama pe chandrakkala mutaat ar vogalenn
anusvaaram friadur ar vogalenn
visargam c'hwezhadur ar vogalenn (+ "h")

Ouzhpenn al lizherennoù diazez ez eus ivez lizherennoù kevrennek evit diskwel kensonennoù o vont an eil war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze.

Setu sifroù ar skritur malayalamek:

Ar sifroù malayalamek
Malayalamek Arabek
0
1
2
3
4
5
6
7
8
9

Gwelet ivez:[kemmañ]

Liammoù diavaez:[kemmañ]