Skritur rashi

Eus Wikipedia

Ur stil-skrivañ hebraek eo ar skritur rashi (ktav rashi) diwar pennlizherennoù anv ar rabbi Rabbi Shlomo Itzhaki (1040-1105).

Anv pemp levr kentañ an Testamant Kozh er skritur karezennek da gentañ ha war-lerc'h er skritur rashi

N'eo ket gant ar rabbi-se e oa bet ijinet ar stil rashi avat, met gant ur c'hristen, Daniel Bomberg e anv hag embanner a-vicher, bet embannet gantañ ouzhpenn 200 levr en hebraeg en e ti-moullañ e Venezia. E 1517 e voulas ur bibl ennañ meur a displegadenn anvet ar mikra'ot gedolot hag evit ober an diforc'h etre ar displegadennoù savet gant ar rabbi Shlomo Itzhaki diouzh re Abraham ibn Ezram embannet gant ar stil boutin anvet skritur karezennek (ketav ashri) e ijinas ur stil nevez. Dont a reas ar stil nevez-se da vezañ brudet ha anvet e voe skritur rashi.

Implijet e vez ez-hengounel ar skritur rashi kentoc'h evit ar skritur karezennek evit skrivañ al ladinoeg. [1]


Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

http://www.hebrew4christians.com/Grammar/Unit_One/Rashi_Script/rashi_script.html