Skourjez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Labourat douar gant kezeg. Ur skourjez zo gant al labourer-douar.
Skourjez

Ur skourjez zo ur benveg lêr, gant un troad koad alies, graet evit skeiñ, war al loened pe war an dud, hag evit gloazañ. Gallout a ra al lêrenn pe an troad bezañ hir pe hiroc'h. Meur a lêrenn a vez a-wechoù.

Taolenn

Strak [kemmañ]

Tizh al lêrenn pa vez hejet a c'hall ober un trouz, ur strak. An trouz-se eo a servij da labourat gant loened.

Loened [kemmañ]

Pa labourer gant loened e servij ar skoujez da strakal da reiñ da c'houzout d'al loened e rankont sentiñ d'an urzh roet dezho.

Skourjez aostralian, implijet gant tirvi. Un tammig fiselenn zo e beg al lêrenn.

En Aostralia evel er broioù "gaucho" (Arc'hantina, Brazil, Uruguay) e reer gant skourjezioù lêr penn-da-benn ha hir-mat. Ur fiselenn a vez e beg al lêr da lakaat ar skourjez da strakal.

Tud [kemmañ]

Kastiz [kemmañ]

Ar skourjez he nav lêrenn.

Skourjezañ tud a vez graet ivez. Ar skourjez he nav lêrenn a veze implijet gwechall war listri saoz da gastizañ ar vartoloded. Skoulmoù a veze graet el lêrennoù peurvuiañ, d'ober muioc'h a boan.


Arm [kemmañ]

Ur skourjez a veze gant mestr ar c'haleourien o roeñvat war ar galeoù roman evel war ar re a veze gant broioù Europa er Mor Kreizdouarel er XVIIvet kantved. Un arm eo ar sjambok, pe litupa etre daouarn poliserien Suafrika.


Gwelet ivez [kemmañ]