Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Graet e vez gant Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù (SDL) eus an holl anaoudegezhioù hag ar chemoù hag e tle bezañ meret gant an dud karget gant ul levraoueg pe gant un greizenn-ditouriñ. Savet eo bet al lavarenn diwar a saozneg "Library and Information Science" (LIS).

Meur a dalvegezhioù a zo dindan al talbenn peogwir un dachenn e-kenver. Kaoz ez eus merañ an ditour ha n'eo ket heñvel ouzh an hentennoù a zo perzh meur a Skiantoù an Den.
Bez'ez eus temoù teorikel (pe damkanel) koulz hag temoù diwar-benn an ensavadurioù hag ar pleustriñ war treuzkas an Ditour.
Dre vras e vez kavet e Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù an tachennoù-mañ.

Koulskoude ez eus diforc'hioù etre an dud a-vicher diwar-benn endalc'h hag harzhoù an dachenn skiantel-mañ.

Petra eo Skiant an Ditour?[kemmañ]

Al lavarenn "Skiant an Ditour" a zo bet krouet er bloavezhioù 1960 er Stadoù-Unanet hag er bloavezhioù 1970 e Bro-C'hall.

Studiañ perzhioù hollek an ditour (natur, krouiñ, efedoù) eo danvez pennañ skiantoù an ditour hag a zo renket bremañ e skiantoù ar gevredigezh hag evelto e klaskont tennañ frouezh eus kelennoù evel ar prederouriezh, ar psikologiezh, ar politikerezh, , an armezh, ar yezhoniezh, ar sokiologiezh, ar matematikoù, an urzhiataerezh,, ar gwir hag all. Evel ar skiantoù sokial, o fal a zo kompren ar fedoù sokial ha sevenadurel ha lakaat war wel ezhommoù darempred a ya gant ar vuhez gevredigezhel. <br< Stummoù an ditour a vez lieseurt (testenn, skeudenn, son) ha a vez kavet war paronoù liesseurt ivez (mouladurioù, filmoù, pladennoù, fichennaouegoù niverel). En ditouroù e vez kavet prosessusoù a denn d'ar gomz koulz ha d'ar c'hleweled.

An troc'h etre tachennoù an teuliaouiñ hag al levraouegouriezh[kemmañ]

N'eo ket degemeret gant an holl lakaat asambles an Ditour hag al Levraouegoù p'eo ivez ar C'hemmennadur hag an Teuliaouerezh nes dezho.
Er broioù diavaez eus ar Frañs ne vezont ket nag un neudennerez skolveuriek o vodañ an Ditour hag ar C'hemennadur nag un troc'h etre an Teulierezh hag al Levraouegouriezh.
Pa vez ar C'hreizennoù-ditouriñ ur seurt levraoueg arbennig, n'eus ket un estonn o weled ez eus ur en:Library and Information Science er Rouantelezh Unanet hag er Stadoù Unanet.
Dre vras, ar vitologiezh a ya gant ar meizad "Levraoueg" (Bibliothèque) en deus pouezet ken kreñv n'eo ket gwelet an ensavadurioù-se evel modern ha gouest evit skignañ an Ditour (ha koulskoude e vezont modernoc'h-modernañ).
Setu perak, an deuliaouerien o deus klasket sevel ur c'helenn dezho hag e vez kavet an fr:Institut national des techniques de la documentation koulz hag an fr:École nationale supérieures des sciences de l'information et des bibliothèques. An hini kentañ a stumm meur a deuliaouer er gennad prevez hag an eil un tregontad a gargidi hag un nebeut estranjourien.


Daveoù[kemmañ]

Geriaoueg al levraouegoù = Vocabulaire des bibliothèques. Skol Uhel ar Vro, 1996.