Saar (stêr)

Eus Wikipedia
Ar Saarschleife.
Kember ar Saar Ruz (a-dreñv) hag ar Saar Wenn (dindan ar pont).

Ar stêr Saar (Sarre e galleg ) zo ur stêr a red e biz Bro-C'hall, e Loren hag Elzas, hag en Alamagn, e Saarland ha Rheinland-Pfalz, hag a zo adstêr d'ar Mosel (anezhi adstêr d'ar Roen) war he lez dehoù.

Emañ eien ar Saar er menezioù Vojoù, etre Elzas ha Loren. Div wazh-dour zo, e gwirionez, an eil anvet Sarre Rouge hag eben Sarre Blanche, a ya d'en em unaniñ e Lorquin, e-harz menez Donon, ur menez uhel en hanternoz ar Vojoù.

Redek a ra a-hed 246 km (126 km e Bro-C'hall ha 120 km en Alamagn) a-raok en em deurel er stêr Mosel e Konz (Rheinland-Pfalz).

Gwechall e oa pouezus ar Saar evit ijinerezhioù ar c'hornad : glaou, houarn ha dir. Danvezioù krai ha traezoù oberiet a veze kaset dre ar stêrioù (ar Mosel hag ar Roen), da skouer, betek ar Ruhrgebiet pe betek porzh Rotterdam.

Tremen a ra ar Saar dre veur a zepartamant gall, a stad eus Alamagn, ha sede darn eus ar c'hêrioù treuzet :

Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War lez ar Saar emañ ar Völklinger Hütte, ul lec'h gwarezet gant an UNESCO.

E Mettlach e ra ar Saar ur gildroenn ledan anvet Saarschleife.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.