Vojoù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar Vojoù

Ar Vojoù (Vogesen en alamaneg) zo menezioù e reter Bro-C'hall, etre Lotringen hag Elzas.

Taolenn

Kernioù [kemmañ]

Ar gern uhelañ eo ar Grand Ballon (gwechall Ballon de Guebwiller) , dezhañ 1 424 m uhelder. Ar ballonoù eo ar menezioù uhelañ, viheñvel an nec'h anezho.

Istor [kemmañ]

An anv [kemmañ]

Kozh eo an anv. E De bello gallico gant Julius Caesar e lenner ar meneg ex monte Vosego, diwar-benn ur menez etre Gallia celtica ha Gallia belgica. Bet eo an harz etre Kelted Haedui ha Kelted (Belged a lavar lod) Leuci , a veze brezel etreze. Plinius, a veze oc'h aveiñ ar morlu roman a anaveze pin ar Vojoù.
Kaoz zo ivez eus un doue vosegus, un anv-gwan, er gerioù Merc[urio] vosego. En XIXvet kantved e krede an istorourien e oa bet un doue Vosegus o redek ar c'hoadoù teñval.


Harzoù [kemmañ]

Tennet e oa bet Elzas-Lotringen digant Bro-C'hall e 1871 gant Alamagn. Etre 1871 ha 1918 e oa un departamant stok ouzh Alamagn. Neuze e komzed eus linenn c'hlas ar Vojoù , hag Elzas a-dreñv dezhi en Alamagn, o hiraezhiñ , hervez ar vroadelourien c'hall, dindan ar yev alaman.