SS British Free Corps

Eus Wikipedia
SS British Free Corps
unvez milourel
Deiziad krouiñ1944 Kemmañ
AllegianceTrede Reich Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
StadTrede Reich Kemmañ
Bro orinRouantelezh-Unanet Kemmañ
Deiziad divodadur1945 Kemmañ

Ar British Free Corps (alamaneg: Britisches Freikorps) a oa un unvez eus ar Waffen-SS e-pad an Eil Brezel-bed savet gant emouestlidi saoz hag eus ar C'hommonwealth, anezho prizonidi vrezel eus an Trede Reich.

Pal pennañ an Trede Reich gant an unvez-se a oa seveniñ propaganda, war-zigarez sevel un unvez enep-komunour a-benn dedennañ an emouestlidi[1]

Istor ar British Free Corps[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mennozh sevel un unvez Saoz evit nerzhioù an Trede Reich a oa bet hini John Amery, ur faskour a Vro-Saoz. Mab Leo Amery sekretour Stad India ar mare e oa eñ. John Amery a oa aet e Berlin e miz Here 1942 evit kinnig e mennozh d'an Alamanted. Ar pal diazez evitañ a oa sevel un unvez emouestlidi adal ar brizonidi brezel evit stourm war Talbenn ar Reter a-enep ar gomunourien.

An unvez emoustlidi a oa da vezañ savet war patrom an hini c'hall Légion des volontaires français contre le bolchévisme (Lejion c'hall an emoustlidi a-enep ar volchevouriezh, un aozadur kenlabourerezh c'hall o stourm e-touez renkoù ar Wehrmacht. Ouzhpenn degas ar mennozh unvez, Amery en devoa klasket ivez kavout emoustlidi. Aozet en devoa meur a abadenn radio propaganda, o c'hervel ar stourm alaman a-enep ar gomunouriezh.

Da zigentañ holl e oa galvet Legion of St. George (Lejion Sant Jord). Alfred Minchin unan eus an izili kentañ a gavo an anv British Free Corps d'an unvez.

Unwisk ar British Free Corps

An niver a emouestlidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

P'edo en e varr ne voe nemet 27 soudard hepken o sevel ar strollad SS British Free Corps. Un enklask spis gant ar c'hazetenner Adrian Weale en deus kavet 59 den hag a vije bet liammet e mare pe vare gant an unvez, lod anezho evit un nebeud devezhioù hepken.

Dre ma oa izeloc'h an niver evit 30 ne voe ket kaset war an talbenn da stourm, urzhioù strizh Hitler a oa da gaout 30 d'an nebeutañ.

Pennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Penn kentañ Dibenn Derez-karg Anv
Gwengolo 1943 Du 1944 Hauptsturmführer Hans Werner Roepke
Du 1944 Ebrel 1945 Obersturmführer Walter Kühlich
Ebrel 1945 Ebrel 1945 Hauptsturmführer Alexander Dolezalek

Izili an SS British Free Corps[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Penn kentañ Dibenn Derez-karg Anv Barn
Genver 1944 3 a viz Gwengolo 1944 Unterscharführer Roy Courlander "Reg" 15 vloaz toull-bac'h
Kreizh 1943 C'hwevrer 1945 Rottenführer William Charles Brittain "Carl" 10 vloaz toull-bac'h, dieubet 2 miz war-lerc'h
Kerzu 1943 9 a viz Ebrel 1945 Unterscharführer John Eric Wilson 10 vloaz toull-bac'h
1943 Eost 1944 Unterscharführer George Francis McLardy "Wood" Toull-bac'h difin d'ar 1añ a viz Genver 1946, goude-se 15, a-benn ar fin 7 bloaz dieubet e 1953
19 a viz Ebrel 1945 Ebrel 1945 Hauptsturmführer Douglas Berneville Claye Dic'halonset
Schutze Frank Axon "Tommy Atkins"
C'hwevrer 1943 Du 1944 Oberscharführer Thomas Haller Cooper "Tom Böttcher" Kondaonet d'ar marv (kroug) met toull-bac'h difin ha dieubet e 1953
29 a viz Ebrel 1945 SS-Mann Kenneth Berry "Edward Jordan" 9 miz toull-bac'h
1944 1945 Schütze Eric Reginald Pleasants Goulag 1946-1952
1944 Mae 1945 SS-Sturmmann Alfred Vivian Minchin 7 bloaz toull-bac'h
Schutze Alexander MacKinnon
Schutze William Alexander
Unterscharführer Hugh Cowie
Schutze Charlie Munns
Genver 1945 Ebrel 1945 Unterscharführer Douglas Mardon "Hodge"
Du 1944 Ebrel 1945 Rottenfuhrer Edwin Barnard Martin Toull-bac'h difin, dieubet e 1954
Ebrel 1945 Ebrel 1945 Sturmann Arthur James Cryderman Toull-bac'h difin, dieubet e 1954
John Gordon Galaher Toull-bac'h difin, dieubet e 1954
George Hale Toull-bac'h difin, dieubet e 1954
Ebrel 1945 Edward Bowlby
Ebrel 1945 Charles Gilbert

Poltriji[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adkemer er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • The Eagle Has Landed, romant gant Jack Higgins, Embannadur Collins, 8 a viz Gwengolo 1975 (ISBN 0-671-01934-1)
  • Eric Meyer. SS Englander: The Amazing True Story of Hitler's British Nazis (Danevell). Londrez, Embannadur SwordWorks, 2010. (ISBN 1-9065-1244-2)
  • Guy Walters. The Traitor. Embannadur Random House(640 pajenn), 30 a viz Even 2011. (ISBN 1446436160 )

Sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • The Eagle Has Landed, gant John Sturges, 26 a viz Genver 1977 (IMDB)
Skinwel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Heulienn filmoù Foyle's War (series 6), Lodenn "The Hide" tamm 3 war 3, gant Stuart Orme, 25 Ebrel 2010, 89 munutenn
Diell filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • The Brits Who Fought for Hitler gant James Cutler, History channel, 16 Here 2002, 47 munutenn

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Edmonton Journal - 30 a viz Eost 1945 : [...] The British Free Corps an anti-Russian body [...] The British Free Corps was originaly known as the Legion of Saint George and was to be used as a propaganda movement to combat Bolshevism"