SOS homophobie

Eus Wikipedia



Logo SOS homophobie

SOS homophobie a zo anv ur gevredigezh disklêriet hervez lezenn 1901 hag a zo he fal stourm a-enep d'ar gwalldiforc'h graet ouzh an dud abalamour d'o revelezh ha sevel a-enep d'ar feulster raze diazezet war an homofobiezh hag al lesbofobiezh.

Krouet e oa bet ar gevredigezh d'an 11 a viz Ebrel 1994 ha graet e vez war he zro gant tud a youl vat e Frañs a-bezh. Ezel eo eus Kreizenn Gae ha Lesbian Pariz (CGL de Paris).

Er penn-kentañ e oa bet krouet evit ma c'hellfe an dud gervel dre pellgomz hep reiñ o anv evit klemm rak ar feulster homofobiel. Diwar se e felle d'ar gevredigezh dielfennañ stad ar gudenn e Frañs ha neuze lakaat war evezh ar bolitikourion, ar mediaoù hag an dud dre vras dre o c'helaouiñ en un doare pishoc'h.

Palioù ar gevredigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mirva an homfobiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Skoazellañ an dud bet gouzañvet gante ar feulster pe ar gwalldiforc'h abalamour d'o revelezh dre sevel ur servij dre pellgomz dianv hag en ur reiñ dezhe titour diwar-benn o gwirioù hag ar pezh a c'hellent ober o-unan evit dont a-ben da diskoulmañ o c'huidennoù war an dachenn-se;
  • Bep bloaz, diazezet war ar pellgomzadennoù-se, e vez embannet gant ar gevredigezh un teuliad a laka war-wel stad an traoù e Frañs dre vras e-keñver an homofobiezh.

Stourm a-enep d'an homofobiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Skoazellañ an tud bet gouzañvet gante felster an homofobiezh hag al lesbofobiezh a-drugarez d'o fellgomzadennoù pe dre sevel teuliadoù resis. Diwar al labour-se e c'hell tud ar gevredigezh kas an teuliad betel al lêz-varn, mont da gaozeal gant an dud kirikiek d'ar feulster er skolioù, war al lec'h-labour, hag all;
  • Kelaouiñ an dud dre vras diwar-benn an homofobiezh en ul lakaat war wel gwirioù an dud heñvelrevel;
  • Pouezañ war ar velestradurezh foran hag aozadurioù ofisiel all evit ma chomfent a-sav da walldiforc'hañ etre an dud hervez o revelezh hag evit ma vefe savet lezennoù resis evit gwareziñ gwirioù an dud heñvelrevel;
  • Stourm evit ma vo tizhet an hevelep gwirioù gant ar c'houbladoù LGBT evit ar c'houbladoù arallrevel.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.