Lesbofobiezh

Eus Wikipedia
Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


Al lesbofobiezh a zo un doare arallrevouriezh a-anep d'ar maouezed heñvelrevel pe lesbianed diazezet war ar gwalldiforc'h abalamour do revelezh.

Ijinet e oa bet an termen lesbofobiezh peogwir pa reer gant an termen homofobiezh e soñjer peurliesañ er baotred heñvelrevel nemetken ha c'hoant e oa bet lakaat war wel en un doare sklaer ar fed ma c'houzañv ivez al lesbaned ar feulster ha ar gwalldiforc'h diazet war an arallrevreoladouriezh.

Luzietoc'h c'hoazh eo al lebianofobiezh evit an homofoobiezh a-enep d'ar baotred ivez rak gounzañvet e vez ar gwalldifor'ch hag ar feulster al lesbianed abalamour do revelezh diouzh un tu hag ivez abalamour d'o rev diouzh an tu all, da lâret o peogwir int heñvelrevel hag ouzhpenn peogwir int maouezed.

Abalamour d'o revelezh e c'hell bezañ nac'het ouzh al lesbianed, evel ouzh an dud LGBT dre vras, ur post-labour pe feurmiñ un ti ha gouzañvet e vez ivez gante fulster fizikel ha dre gomz. Evit chom hep rankout gouzañv kemendall alies a-walc'h e vez kuzhet o revelezh gante ha betek mont da dimeziñ gant ur paotr evit diswl sklaer d'ar gevredigezh int arallrevel. Seurt emdalc'hoù a c'hell kas da gudennoù psikoilogel ivez, hag a vefe anezhe un doare feulster all a-enep d'al lesbianet savet diwar reolennoù revel hengounel ar gevredigezh.

Etre miz Du 2003 ha miz Genver 2004 e oa bet kaset da benn ur sondadeg [1] gant "SOS homophobie" e Frañs ha diouzh 1,800 a respontas, 57% eus al lesbianed a lâras o doa bet gouzañvet al lesbianofobiezh

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.