Rummad gerioù digor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen rummad gerioù digor (saoz: open class words) evit komz eus ur rummad gerioù a c'hell bezañ ledanaat an niver a c'herioù ennañ a-hed ar wezh dre o amprestañ diwar yezhoù all pe dre grouiñ nevezc'herioù.

E-touez ar rummadoù yezhadur pennañ renket e-touez ar rummadoù digor e kaver an anvioù, ar verboù hag an anvioù-gwan.

Niverus-kenañ eo ar gerioù renker er rummad digor betek tizhout meur a zek mil e yezh pe yezh ha dre ma ne denn ket da diazezoù frammel pennañ ar yezh e c'hellont bezañ kemmet, skarzhet pe ledanaet o niver ha kemmañ a ra hollad ar gerioù er rummad digor en ur yezh en un doare splann dindan buhez un den zoken. Diouzh an tu all avat eo izel an niver a c'herioù renket er rummad kloz ha dre ma tennont war-eeun da frammoù diazez ar yezh hec'h-unan ec'h eo kalz diaesoc'h o c'hemmañ a-hed an amzer. E brezhoneg, da skouer, ec'h eo disheñvel an anvioù-kadarn (rummad digor) implijet gant an dud yaouank bet skoliataet er yezh-se diouzh ar re implijet gant o araokidi met heñvel-poch eo chomet an araogennoù (rummad serr) implijet gante o-daou.

Buan e kemm ar gerioù er rummad digor e yezhoù birvidik-kenañ evel ar saozneg met buan-tre e kemm ivez ar gerioù er rummad digor e yezhoù evel ar brezhoneg p'en em diorroent evit gallout implijout evit komz eus traoù a denn da dachennoù teknikel ha skiantel, peurliesañ dre grouiñ gerioù kevrennek savet diwar gwiriziennoù staget oute kengerioù pe dre amprestañ gerioù teknikel etreboadel dre geñveriañ gant yezhoù all.

Gerioù leun eo ar gerioù er rummad digor peurliesañ keit ha m'eo gerioù goullo ar re er rummad serr. Disheñvel diouzh ar gerioù all eo an estamdadelloù dre ma vezont renket a-wezhoù e-touez ar gerioù goullo daoust dezhe bezañ digor o natur.

Gwelit ivez[kemmañ]