Rummad gerioù kloz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen rummad gerioù kloz (saoz: closed word class) evit komz eus ur rummad gerioù ha n'heller ket ledanaat an niver a c'herioù ennañ a-hed ar wezh.

Gerioù goullo eo ar gerioù er rummad kloz peurliesañ keit ha m'eo gerioù leun ar re er rummad digor.

Disheñvel diouzh ar gerioù all eo an estlammadelloù dre ma vezont renket a-wezhoù e-touez ar gerioù goullo daoust dezhe bezañ digor dre natur.

E-touez ar rummadoù yezhadurel pennañ renket e-touez ar rummadoù digor e kaver ar gerioù-mell, ar raganvioù, an araogennoù, ar stagelloù, ar rannigoùigoù, h.a.

Izel eo an niver a c'herioù renket e rummad ar gerioù kloz ha dre ma tennont war-eeun da frammoù diazez ar yezh hec'h-unan ec'h eo kalz diaesoc'h o c'hemmañ a-hed an amzer. Diouzh an tu all avat eo niverus-kenañ ar gerioù renket er rummad digor ha dre ma ne denn ket da ziazezoù frammel pennañ ar yezh e c'hell bezañ kemmet, skarzhet pe ledanaet o niver. E brezhoneg, da skouer, ec'h eo disheñvel an anvioù-kadarn (rummad digor) implijet gant an dud yaouank bet skoliataet er yezh-se diouzh ar re implijet gant o araokidi met heñvel-poch eo chomet an araogennoù (rummad serr) implijet gante o-daou.

Gwelit ivez[kemmañ]