Ruhnama

Eus Wikipedia
Ruhnama
oberenn lennegel
TitlRuhnama Kemmañ
Tachenntalvoud dianav Kemmañ
AozerSaparmyrat Nyýazow Kemmañ
Ti-embannTurkmen State Publishing Service Kemmañ
Bro orinTurkmenistan Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvturkmeneg Kemmañ
Deiziad embann2001 Kemmañ
Golo al levr Ruhnama

Ul levr eo Ruhnama (e brezhoneg Levr an Ene, diwar ar perseg: روح ruh, "ene" ha نامه nāme, "levr") skrivet gant Saparmourat Niyazov, Prezidant da viken Turkmenistan.

Buhez ar skridaozer e-unan a lenner el levr, mesk-ha-mesk gant istor faltaziek ha testennoù speredel, en o zouez kontadennoù ha barzhonegoù bet savet gant ar barzh soufiek Magtymguly Pyragy.

Embannet e oa bet al lodenn gentañ e 2001 evit uhelaat live speredel pobl Turkmenistan, hervez Saparmourat Niyazov e-unan. E 2004 e oa bet embannet an eil lodenn, enni testennoù-skrid o tennañ d'ar filozofiezh ha d'an doare reizh d'en em derc'hel er vuhez.

Kavet e vez al levr e pep lec'h e Turkenistan er vuhez foran ha ranket e vez d'ar moskeennoù e lakaat war wel par-ha-par gant ar C'horan.

Ret eo lenn ar Ruhnama er skolioù hag er skolioù-meur ha dav e anavezout mat evit labourat evit ar Stad.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]