Saparmyrat Nyýazow

Eus Wikipedia

Saparmourat Atayevich Niyazov (Hervez reolennoù-skrivañ nevez an turkmeneg: Saparmyrat Ataýewiç Nyýazow, distaget: [θɑːpɑːrmuːrɑːt niːjɑːðɒv]), bet ganet d'an 19 a viz C'hwevrer 1940 en Aşgabat, marvet d'an 21 a viz Kerzu 2006 en Aşgabat, a zo bet unan eus tud pennañ Turkmenistan abaoe 1985. Prezidant ar vro eo bet ivez abaoe ar 21 a viz Mezheven 1991, ha bet disklêriet Prezidant da viken d'an 29 a viz Kerzu 1999.

D'an 22 a viz Here 1993 e tisklêrias e voe bet kemmet e anv gantañ hag adalek ar poent-se e ranke bezañ anvet Turkmenbachi (reizhskrivadur turmenek: Türkmenbaşy, kirillek: Туркменбаши) hag a dalv "Penn an an Durkmened" diwar skouer Mustafa Kemal Atatürk.

Tamallet e vez gant broioù ar c'hornôg da vezañ un diktator kriz hag a vac'h war e bobl. Ouzhpenn-se e vez tamallet da gas war-raok ur politikerezh diazezet war e bersonelezh dre ma vez kavet dre ar vro a-bezh poltredoù ha delwennoù anezhañ, a-wechoù alaouret zoken, ha dre ma vez lakaet al levr Ruhnama ("Levr an Ene"), bet skrivet gantañ, da levr sakr.

Gant Turkmenbachi an hini e oa bet divizet chom a-sav da skrivañ an turkmeneg gant lizherennoù kirillek, d'ober kentoc'h gant al lizherenneg latin evel ma reer e turkeg, ur yezh kar.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas e dud pa oa eñ yaouank. Mervel a reas e dad o stourm en Eil Brezel Bed a-enep d'an Nazied ha mervel a reas ar peurrest eus e familh en ur c'hren-douar meur en Aşgabat e 1948. Desavet e oa bet adalek ar poent-se en un ti evit emzivaded kaset gant Soviediz ha neuze kaset da di ur c'har.

E 1962 e teuas da vezañ ezel eus Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel ha dont a reas a-benn da vezañ penn Strollad Komunour RSS Turkmenistan (treuzfeurmet da c'houde e Strollad Demokratel Turkmenistan) e 1985 goude ma oa bet skarzhet diouzh e bost gant Mikhaïl Gorbatchev, Muhammad Gapusov.

Pa oa e penn RSS Turkmenia e savas a-du gant an taol a-enep da vMikhaïl Gorbatchev e 1991 ha gallout a reas menel e penn ar vro goude ma 'z eas da get an Unaniezh Soviedel, pa deuas da vezañ prezidant kentañ (ha nemetañ) Turkmenistan.

D'ar 25 a viz Du 2002 e oa bet klasket lazhañ anezhañ evit abegoù politikel.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]