Rollon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn Rollon e Falaise.

Rollon (war-dro 860 – marvet etre 927 ha 933), pe Rollo hervez e anv latin (ha saoznek), pe Roperzh hervez e anv pa voe badezet, a oa ur Viking a voe roet dezhañ Normandi gant ar roue gall hag a vez lavaret anezhañ e oa kentañ dug Normandi, adalek 911 betek 927. E 911 e voe roet dezhañ, gant ar roue gall Charlez III (roue ar Franked) un tamm douar e-kichen Rouen. 100 vloaz diwezhatoc'h e vo hennezh a vo anvet dugelezh Normandi. Un toullad mat a vojennoù a zo en-dro d'e anv, ha diaes eo kavout gwirionez an istor en o mesk.

E anv[kemmañ]

Krediñ a reer eo un anv frank-latin, deuet eus an anv norsek kozh Hrólfr, diwar skouer latinekadur Hrólfr Kraki e Roluo e-barzh ar Gesta Danorum, troet hiziv da Rolf. Diwar an anv-se e teu ivez an anv gallek Raoul.


Istor[kemmañ]

Ur Viking e oa Rollo, met tabut zo diwar-benn e orin . En oberenn Dudo of St. Quentin De moribus et actis primorum Normannorum ducum ez eus kaoz eus un den galloudus e Danmark ha bec'h etrezañ ha roue ar vro. Mervel a eure ar roue ha menel a reas e zaou vab Gurim ha Rollo, ha sede ma voe kaset Rollo kuit eus ar vro ha lazhet Gurim. Gwilherm Jumièges ivez a ra anv eus yaouankiz Rollo en e levr Gesta Normannorum Ducum ha lavarout a ra e oa eus kêr Fakse e Danmark. Wace, a skrivas e Roman de Rou 300 vloaz diwezhatoc'h, a ra anv eus an daou vreur (anvet Rou ha Garin gantañ), evel an Orkneyinga Saga.

Aloubadeg Bro-C'hall[kemmañ]

Delwenn Rollon en Rouen

En 885 edo Rollo e-touez pennoù bihan morlu ar Vikinged a reas seziz Pariz (885-886) dindan urzhioù Sigfred.


Lennegezh[kemmañ]

Ur pezh-c'hoari, Rollo Duke of Normandy zo bet skrivet e saozneg, er XVIIvet kantved gant John Fletcher, Philip Massinger, Ben Jonson, ha George Chapman.

Liammoù diavaez[kemmañ]

  • D.C. Douglas, "Rollo of Normandy", English Historical Review, Vol. 57 (1942), pp. 414-436
  • Robert Helmerichs, [Rollo as Historical Figure]
  • Rosamond McKitterick, The Frankish Kingdom under the Carolingians, 751-987, (Longman) 1983
  • Dudonis gesta Normannorum - Dudo of St. Quentin Gesta Normannorum Latin version at Bibliotheca Augustana
  • Dudo of St. Quentin's Gesta Normannorum - An English Translation
  • Gwyn Jones. Second edition: A History of the Vikings. Oxford University Press. (1984).
  • William W. Fitzhugh and Elizabeth Ward. Vikings: The North Atlantic Saga. Smithsonian Institute Press. (2000)
  • Eric Christiansen. The Norsemen in the Viking Age. Blackwell Publishers Ltd. (2002)
  • Agnus Konstam. Historical Atlas of the Viking World. Checkmark Books. (2002)
  • Holgar Arbman. Ancient People and Places: The Vikings. Thames and Hudson. (1961)
  • Eric Oxenstierna. The Norsemen, New York Graphics Society Publishers, Ltd. (1965)