Charlez III (roue ar Franked)

Eus Wikipedia
Charlez III
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denCharles III le Simple Kemmañ
Anv-bihanCharles Kemmañ
Titl noblañsking of Lotharingia, Roue ar Franked Kemmañ
Deiziad ganedigezh17 Gwe 879 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPéronne Kemmañ
Deiziad ar marv7 Her 929 Kemmañ
Lec'h ar marvPéronne Kemmañ
Lec'h douaridigezhcollégiale Saint-Fursy de Péronne Kemmañ
TadLoeiz II Kemmañ
MammAdelaide of Paris Kemmañ
Breur pe c'hoarErmentrude of France, Gisela der Franken, Karloman II, Loeiz III Kemmañ
PriedEadgifu of Wessex, Frederuna Kemmañ
BugelLoeiz IV, Hildegarde of France, Gisela of France, Ermentrud des Francs, Roricon of Laon Kemmañ
FamilhKarolingidi Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin Kemmañ
Michermonark Kemmañ
Kargking of West Francia Kemmañ
Darvoud-alc'hwezposthumous birth Kemmañ
Charlez III, gant G. Rouget (1783-1869)

Charlez III, lesanvet Charlez Eeun, ganet e 879 ha marvet e 929, a voe roue ar Franked etre 898 ha 922. Mab dalif ar roue Loeiz II e oa.

Re yaouank e oa evit ren goude marv e hanter-vreur Karloman II e 884. Karl III, impalaer ar C'hornôg, a voe dilennet evit kas ar rejañs. Dre ma oa re yaouank c'hoazh Charlez pa voe skarzhet Karl III e 887 e voe dilennet Odo, kont Pariz, roue ar Franked.

D'an 28 a viz Genver 893 e voe sakret roue ar Franked gant arc'heskop Reims. Diwar-se e savas tabutoù etre partizaned diskennad ar Garolingidi hag Odo. Un emglev a voe kavet a-benn ar fin : Charlez a zeufe da vezañ roue goude marv Odo, pezh a c'hoarvezas d'an 1 a viz Genver 898.

Ret e voe dezhañ tec'hel kuit goude un emsavadeg renet gant Roperzh, breur Odo Iañ, e 922.

Daoust ma varvas Roperzh Iañ ar bloaz war-lerc'h, ne zeuas ket a-benn Charlez III da adwiskañ kurunenn roue ar Franked. Toullbac'het e voe gant Herbert Vermandois, mabeg Roperzh Iañ, ha mervel a reas er vac'h e 929.



En e raok:
Odo Iañ
Rouaned ar Franked

898922
War e lerc'h:
Roperzh Iañ