Riwal Huon

Eus Wikipedia
Riwal Huon e Gouel al Levrioù e Karaez e 2010

Bez' ez eo Riwal Huon ur skrivagner ha romantour brezhonek.

Ganet eo Riwal Huon e Brest d’an 31 a viz Here 1957 en ur familh troet gant ar yezh hag al lennegezh vrezhonek. E dad e oa Ronan Huon, diazezour ha lusker ar gelaouenn Al Liamm, a voe lidet ar 400vet niverenn e 2014, hag Elena ar Miliner e vamm, eus ur familh skrivagnerien vrudet a Vro-Wened. Tri breur en deus : Gwenael hag a ra kalzik war-dro Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerien, Tudual, rener Al Liamm, ha, Herve hag a ra kalzik ivez war-dro ar gelaouenn-se, dreist-holl al lodenn deknikel. Amunuzer eo deuet da vezañ hag aet eo da chom da Sant-Hern e-kichen Karaez. Dimezet eo gant ur vaouez eus ar vro-se, ha bet o deus asambles tri a vugale : Lanwenn, Maodez ha Brieg. Tamm-ha-tamm ez eo deuet Riwal Huon da skrivañ, danevelloù da gentañ hag e 2010, ur romant Ar Marc’h Glas.

Yaouankiz ha studioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo Riwal Huon e Brest e-lec’h en deus bevet ugent vloaz kentañ e vuhez. Eno eo en deus tapet e vachelouriezh. Goude se ez eo aet da Roazhon da heuilh studioù war ar saozneg ha bet en deus e zesteni-studi DEUG war ar yezh-se, an “Diplôme d’Etudes Universitaires Générales”. Ne oa ket gwall droet gant ar studioù d’ar c’houlz-se hag aet eo da zeskiñ bezañ ebenour da Landerne. Diwar neuze, tapet e CAP gantañ pe ar “Certificat d’Aptitude Professionnel” ez eo aet da labourat da Greiz-Breizh, d’ar Poc'hêr, da vro Karaez. Eno e kavas labour, en em stalias war e gont e-unan, e timezas hag e tiazezas ur familh vihan a vrezhonegerien. Eno emañ c’hoazh o vevañ. Er bloavezhioù ’80 pa ‘n em stalias e komze an holl dud pe dost brezhoneg e bro Karaez, dreist-holl war ar maez.

Oberennoù lennegel hag oberennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivet en deus Riwal Huon kalzik a draoù dija e brezhoneg, dreist-holl danevelloù, kanaouennoù ha barzhonegoù. Skrivañ e brezhoneg a zo un dra a-bouez evitañ rak e yezh eo hag ouzhpenn yezh ar vro. Lavarout a ra ne vefe ket gouest da skrivañ e galleg rak n’eo ket e yezh hag ouzhpenn e soñj dezhañ ne vefe ket brav e c’halleg. Levezonet eo bet evit a sell ouzh ar skrivañ gant e dad Ronan Huon.

Ur romant : Ar Marc’h Glas[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Levr : Ar Marc'h glas. / HUON Riwall ; Golo gant HUON Brieg. Al Liamm (Embannadurioù), 2010. - 173 pajenn.
Ar skrivañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri bloaz eo bet o skrivañ ar romant Ar Marc'h Glas. Klasket en deus reiñ liv d’e vrezhoneg, liv brezhoneg bro Karaez, ha dre se diskouez an diforc’hioù a c’hell bezañ etre ar brezhoneg evel ma veze komzet gwechall war ar maez hag ar brezhoneg a vez komzet bremañ e kêr. Neuze e krog an danevelliñ en un doare gorrek pe difonn a-walc'h hag a feur ma tremen an amzer, a feur ma teu an istor da vezañ muioc'h eus kêr, ez a ar skrid war-raok da heul an darvoudoù fonnusoc'h-fonnusañ. Digor ec'h echu an istor, rak c'hoantaet en deus lakaat war-wel ez a an istor hag ar vuhez war zigeriñ ivez. Kroget e oa da skrivañ an istor-mañ en trede gour, met dre ma ne oa ket en e aes ken er mod-se da gontañ, e tivizas lakaat anezhañ er gour kentañ, hag e voe aezetaet dezhañ an danevelliñ. Lavaret en deus da skolajidi eus Diwan ne skrivo heuliadenn ebet d'an istor-mañ, rak kavet en deus diaes a-walc'h skrivañ evel-se e-pad tri bloaz. N'eo ket sur en em lakfe adarre da skrivañ romant ebet ken. Plijusoc'h e kav sevel danevelloù berr.

Diverradur Ar Marc'h Glas[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er romant-mañ e kont istor ur paotr, Gwennole, eus e vugaleaj war ar maez betek e oad gour e kêr. Kregiñ a ra an istor e Kerango, un atant war ar maez. Graet e vez anaoudegezh gant e dud, tad, mamm, breudeur, hag ivez gant tud ar vro Treñvor, Garkamm... Siwazh e voe dismantret o baradozig gant ar bed diavaez pa zeuas plac'h an ti-bank da gemenn dezhe e rankent mont kuit alese peogwir e oant oc'h ober freuz-stal. Ur ranngalon e voe dezhe kuitaat o ziegezh ha dilojañ da vont da vevañ en kêr Garaez. Dizoloiñ a rejont neuze un doare da vevañ disheñvel a-grenn. Kuitaet o deus ur bed unvan a-walc'h ar gevredigezh evit mont war-du kêr e-lec'h e vev pep den evitañ e-unan. Gwenole evel e vreur Lan a ya d'ar skol met n'eo ket troet d'ober studioù hir. Un dro bennak e welas toerien o labourat da dresañ un doenn, ha diouzhtu e fellas dezhañ ober ar vicher-se. Marsou, ur mignon d'e dad, a zo a-du da zeskiñ dezhañ e vicher. Un dro bennak e c'hoanta da Varsou mont da skoazellañ an dud e-kostez Périgueux. Diwar neuze e vo kemmet da vat buhez Gwenole dre ma reas anaoudegezh gant tud nevez ha dreist-holl gant ur plac'h, Amandine, a voe sot ganti. Faltaziek eo an istor daoust ma 'z eus bet intret ennañ lodennoù eus buhez Riwal Huon pe dudennoù bet anavezet gantañ. Hag an titl ? Er penn-kentañ pa grogas gant ar skrivañ, e oa anvet al levr "Frond ar vuhez", met a-benn ar fin en deus heuliet alioù e verc'h, ha graet Ar Marc'h Glas anezhañ evit diskouez e vez bepred er vuhez un takad glas en oabl, hag evel a c'hoarvez pa vez goloet an amzer ec'hell bezañ koumoul tev war ar vuhez, e teu ar marc'h glas da vezañ un arouez o tiskouez dimp e ranker kaout spi bepred.

Prizioù lennegel tapet gant Ar Marc'h Glas[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Priz Langleiz ar romantoù brezhonek e 2010
  • Priz Sten Kidna, loread 2011 roet e Kêr ar Bonoù.
  • Priz ar romantoù e brezhoneg roet gant Kêr Gwened e 2011. Roet e vez ar priz-se da geñver Saloñs Levrioù Breizh e Gwened. 2011 Riwal Huon « Ar Marc'h Glas » (Al Liamm)

Un eil romant : Merc'hed gwisket e du[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur romant berr (pe "danevell", 57 pajenn) embannet e 2015 gant Embannadurioù Al Liamm.

Danevelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • An den a blante gwez, Jean Giono & tr. Ronan Huon & tr. Riwal Huon. Al Liamm niv 238, p 247
  • Anna garet, Al Liamm, niv 253, p 98
  • Al louzaouenn vurzhudus, Al Liamm, niv 263, p 349
  • Aotreet eo, Al Liamm, niverenn 272, p 209
  • Diborzhiañ, Al Liamm, niverenn 315, p 13
  • Lagad an naer, Al Liamm, niv 324, p 3
  • War un enez e-kreiz ar mor, Al Liamm, niv 366, p 50
  • Ar c'hazh tri liv hag al labous-garzh, Al Liamm,2010, niv 380, p 15
  • Alesandro, Al Liamm, niv 384, p 17
  • Levr : Danevelloù / HUON Ronan ; Golo gant HUON Elen ; Rakskrid gant BIHAN Herve ; Aozet gant BOTREL Alan ; Aozet gant HUON Riwal ; Aozet gant HUON Tudual ; Aozet gant BIHAN Herve. Al Liamm (Embannadurioù), 2007. - 271 pajenn.
  • Levr : Tan ha skorn an noz / HUON Riwal ; Goulwena ; R. M. ; RENAULT Annaig ; Valérie ; AR BRUG Yann ; AN AMOUR Madalen ; Meriadeg ; EPRON Pascal ; Muriel. An Alarc'h Embannadurioù, 2009. - 107 pajenn.

Barzhonegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Nadoz-aer en diskar-amzer, gant Ondra Lysohorsky & tr RonanHuon & tr Riwal Huon, Al Liamm niverenn 262, pajenn 261
  • Ouzh barlenn ar prenestr digor, gant Ondra Lysohorsky & tr RonanHuon & tr Riwal Huon, Al Liamm niverenn 260 p 235
  • Kêr Bariz 89, Al Liamm, niv 300, p 9
  • Tud, Al Liamm, niv 341, p 7
  • Barzhoneg evit miz Here, Al Liamm, niv 346, p 3
  • Daoulagad ar bed, Al Liamm, niv 370, p 5
  • Gwerz miliner Langidig, Al Liamm, niv 371, p 5

Kanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • An avel, Al Liamm, niv 299, p 463

Troidigezhioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kraflevr/Strobad : Ar C'hazh tri liv hag al labous-garzh. / HUON Riwall. Al Liamm (Embannadurioù), 2010. - 12 pajenn
  • Levr : Rouanez an erc'h / ANDERSEN Hans ; Skeudennaouer(ez) LAGARDE Luce ; Troet gant HUON Riwall. Al Liamm (Embannadurioù);Ti-moulañ Graphe, 1978. - 24 fajenn
  • Levr : Kroc'hen azen / PERRAULT Charles ; Troet gant HUON Riwall ; Skeudennaouer(ez) LEROY P.. Al Liamm (Embannadurioù);Ti-moulañ Graphe, 1978. - Hep pajennadur
  • Levr : An Houadig divalav / ANDERSEN Hans ; Skeudennaouer(ez) LAGARDE Luce ; Troet gant HUON Riwall. Al Liamm (Embannadurioù);Ti-moulañ Graphe, 1978. - 24 fajenn

Pennadoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Studi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Daoust ha plas zo evit kelaouennoù bihan e Breizh ?, Al Liamm, niv. 208, p 344
  • Ondra Lysohorsky (1905-1989), Riwal Huon & tr Ondra Lysohorsky, niv 260 p 235

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]